Lazhadegoù Viannos

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Lazhadegoù Viannos (gresianeg: Σφαγές της Βιάννου ή Ολοκαύτωμα της Βιάννου) a oa bet un hollad lazhadegoù e Kreta e-pad ur c'hampagn distruj gant nerzhioù nazi. Sevenet e oa bet al lazhadeg en 20 kêriadennig lec'hiet e trowardroioù reter proviñs Viannos ha kornôg proviñs Ierapetra war an enezenn e-pad an Eil Brezel-bed. Al lazhadegoù, gant un hollad a 500 den lazhet d'an nebeutañ, a oa bet sevenet etre ar 14 hag ar 16 a viz Gwengolo 1943 gant unvezioù eus ar Wehrmacht. Ouzhpenn ar muntroù e oa bet devet darn eus ar c'hêriadennoù, laeret, ha distrujet an eostoù.

Dre an niver a dud lazhet ez eo an heuliad lazhadegoù-se unan eus torfedoù gwashañ an Ahel Roma-Berlin-Tokyo e Gres, an eil war-lerc'h Lazhadeg Kalávryta. An urzhioù a oa bet roet gant ar Generalleutnant Friedrich-Wilhelm Müller, evit talañ ouzh an harp a veze roet gant annezidi al lec'hioù-se da rezistanted Kreta. Müller, lesanvet goude-se "Kiger Kreta", a voe lakaet d'ar marv goude ar brezel evit ul lod abalamour d'e urzhioù evit al lazhadegoù-se.

Miz Even 1943 ur soudard alaman e Viannos.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]