Lazhadeg Kalávryta
Lazhadeg Kalávryta (gresianeg: Σφαγή των Καλαβρύτων), lesanvet Loskaberzh Kalavryta (Ολοκαύτωμα των Καλαβρύτων), a vez graet eus lazhadeg darn eus ar boblañs ha distruj kêr Kalávryta, e Bro-C'hres, gant ar 117vet Jäger Division eus ar Wehrmacht e-pad an Eil Brezel-bed, d'an 13 a viz Kerzu 1943.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Kerzu 1943, ar 117vet Jäger Division a oa o kemer perzh en oberiadur brezel Unternehmen Kalavryta (Oberiadur brezel Kalavryta). Ar pal a oa enkelc'hiañ stourmerien ar Rezistañs c'hresian er menezioù tro-dro da gêr Kalávryta. E-pad an oberiadur, 78 soudard alaman a oa bet lazhet, ar re-se a oa bet prizoniet e miz Here, ha lazhet gant o gwarded. Evel respont, penn ofiser an divizion alaman, ar Jeneral Karl von Le Suire en devoa roet an urzh da implij "muzulioù strizh" — lazhadeg an holl baotred eus ar gêr — d'an 10 a viz Kerzu 1943.
Disoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1200 den a oa bet lazhadeget en holl e Kalávryta, tost da 700 anezho a oa trevourien.