Lazhadegoù Setif, Guelma ha Kherrata
Rann eus | Aljeria en Eil Brezel Bed |
---|---|
Stad | Frañs |
E tiriad | Kherrata, Constantine Department |
Daveennoù douaroniel | 28°0′0″N 2°0′0″E |
Deiziad kregiñ | 1945 |
Deiziad echuiñ | 12 Mae 1945 |
Lazhadegoù Setif, Guelma ha Kherrata (pe Lazhadeg Setif ha Guelma pe Lazhadegoù an 8 a viz Mae 1945) a vez graet eus an heuliad tagadennoù gant an nerzhioù trevadennel gall ha bezenoù ar Pieds-noirs (trevadennerien europat) a-enep trevourien aljerian e 1945. An darvoudoù a zo bet dreist-holl tro-dro kêr genwerzhel Setif, er c'hornôg da Gonstantin, en Aljeria c'hall.
Manifestadegoù a oa bet d'an 8 a viz Mae 1945 da c'houlenn dieubidigezh ar vro diouzh Bro-C'hall. Ar polis gall a oa bet o skeiñ betek tennañ gant armoù war an emsaverien a oa dirollet. Lod eus an emsaverien a oa bet o tagañ trevourien c'hall, dreist-holl war ar maez, hag o lazhañ anezho e doareoù spouronus. 102 European a oa bet lazhet. Evit an Aljerianed ez eus istimadurioù a ya eus 3000 betek 45 000.
Feuket-bras e voe an daou du gant ar feulster diroll implijet. Evit an Aljerianed e oa krog un torr brasoc'h-brasañ etrezo ha Bro-C'hall, ar pezh a voe unan eus mammennoù Brezel Aljeria (1954 -1962).