Mont d’an endalc’had

Pieds-noirs

Eus Wikipedia

An Treid Du (Pieds-Noirs e galleg) a zo an anv evit komz eus ar Gallaoued pe tud European a oa bet ganet en Aljeria, ha ledanoc'h a oa en em staliet en Afrika Gall an Norzh betek fin an trevadennerezh (1830-1962).

Arouez ar c'hevredigezhioù Treid-du

Ur « Pieds-Noirs » a zo ur Gall Aljerian advroet e Frañs adalek 1954. Krouet eo bet al lezanv se e 1955 a lâr Paul Robert, hag a zo bet eñ ur Pied-Noir. Ar Pieds-Noirs a zo Gallegerien kretat ha yuzev. War a seblant e vefe bet dija implijet al lezanv se war-dro 1951-1952 er kasern ar metropol evit komz eus tutaidi Gall a orin Afrika an Norzh. Ar raok brezel an dizalc'hidigezh al lezanv nemetañ evit gomz eus ar re Gall Aljerian a oa « Algériens » pe « Nord-Africains » hag ar broidi a oa lesanvet Arabes pe Musulmans. Int a teu da gentañ-penn eus Malta, Sikilia, Sardigna, Naplez, Korsika, Marsilha, Barselona hag Almeria. Bez e oa ur milion a dud a oa « Pieds-noirs » da vare an dizalc'hidigezh.

An treid-du kentañ a oa eus familh ar soudarded c'hall

Daou dermenadur a zo a-enep, gwelet 'vez mat n'eo ket resis e termenadur.

Er geriadur Larousse eo skrivet e vefe Pieds-Noirs un anv hag un anv-gwan a dalv: « Gallaoued a orin Europaat staliet en Afrika an Norzh betek ar prantad dizalc'hidigezh. » (« Français d'origine européenne installé en Afrique du Nord jusqu'à l'époque de l'indépendance.»)

Er geriadur Grand Robert de la Langue Française e vefe Pieds-Noirs un anv gourel. E anv modern, e 1955 a zo: « Gallaoued o vevañ en Aljeria a gemer Aljeria c'hall evel o mammvro ; ha Gallaoued a orin aljerian. Ar stumm gwregel: une Pied-Noir.»

Kanaouenn an Afrikaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re pied-noir o devoa choazet, evel kan broadel hag evel simbol o identetelezh, doare 1943 "Le Chant des Africains" gant ar c'habiten Félix Boyer.[2]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]