Lazhadeg Damour
Lazhadeg Damour zo ul lazhadeg hag a c'hoarvezas e kêr Damour, anezhi ur gêriadenn kristenien, d'an 23 a viz Genver 1976, e-pad Brezel diabarzh Liban (1975–1990).
Taget e voe Damour, a zo e-kichen an hent-tizh er su da Veirout, gant muzulmaned ha stourmerien eus an tu-kleiz pellañ harpet gant unvezioù Aozadur Dieubidigezh Palestina. Ul lodenn eus ar boblañs a voe lazhadeget garv, ar peurrest a voe rediet da dec'hout. E-tro 500 ha 582 den a voe lazhet.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lazhadeg Damour a oa ur respont goude lazhadeg Karantina a oa bet d'an 18 a viz Genver 1976, pa oa bet falanksourien ur bezen kristenien eus an tu dehoù pellañ o lazhadegañ etre 1000 ha 1500 den en ur c'harter eus Beirout annezet gant Palestianed dreist-holl.
An Ahrar hag an unvezioù Falañjisted diazezet e Damour ha Dayr al Nama o devoa stanket an hent arvorel o kas etrezek su Liban southern Lebanon hag ar Chouf. dre-se e oant deuet da vezañ un arvar evit an Aozadur Dieubidigezh Palestinia hag e harperien kleizourien kement hag e harperien broadelourien eus ar brezel diabarzh.
Lazhadeg Damour a zo ul lodenn vihan eus un heuliad darvoudoù eus ar brezel diabarzh. Ar Balestinianiz a oa en em vodet gant an nerzhioù muzulman all a gemere perzh er brezel. Kêr-benn ar vro Beirout a oa bet rannet dre al linenn gwer, o krouiñ lec'hioù kristen er reter ha lec'hioù muzulman er c'hornôg.
A-raok al lazhadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar balestinianiz hag o harperien a oa bet o aloubiñ ar c'hêrioù tro-dro Damour. Lazhadegoù bihanoc'h a oa bet dija. D'an 9 a viz genver 1976 e oa bet kroget ur sez war kêr Damour (25000 annezid). Troc'het e voe an tredan er gêr ha lazhadeget 50 trevour. Nerzhioù an tagerien a oa e-tro 16 000 padal e Damour ne oa nemet 225 den yaouank gant fuzilhoù-chase. An darn anezho a oa krenarded trevour hep gourdoniñ na skiant-prenet milourel ebet.
Al lazhadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 23 a viz Genver 1976 e voe argadenn veur an tagerien. Hervez un test eus al lazhadeg, an dagadenn a oa bet dre ar menezioù a-dreñv kêr Damour. "Un apokalips e voe," a embann ar beleg Mansour Labaky, ur beleg kristen maronit dreistbever. "Erru a raent, milieroù ha milieroù, o huchal 'Allahu Akbar! (Doue a zo meur!) Laoskit ac'hanomp da dagañ evit an Arabaed, laoskit ac'hanomp da brofañet un holocaust da Vahomet!", e-pad ma oant o lazhadegañ an holl war o hent, gwazed, maouezed ha bugale."
Ar vered a voe distrujet, ar c'horfoù marv tennet eus o bez ha jahinet[1]. Un ugent falañjisted a voe lazhet, an trevourien a voe lakaet dirak ur voger ha fuzuilhet gant fuzuilhoù-arzailh. N'eus ket unan eus an trevourien bet harzet gant an dagerien hag a zreistvevas. E-tro 582 trevour a voe lazhet. Ar c'horfoù a voe mac'hagnet. E-touez ar re lazhet e oa izili eus familh Elie Hobeika hag e zanvez-gwreg.
Goude emgann Tel al-Zaatar nebeut amzer war-lerc'h al lazhadeg e voe staliet palestinianiz er gêr gant Aozadur Dieubidigezh Palestinia. Goude aloubadeg Liban gant Israel e 1982, ar repuidi Zaatar a voe skarzhet eus Damour. Ul lodenn eus an annezidi diazez a zistroad neuze.
Hervez ar c'hazetenner stadunanat Thomas L. Friedman, ar vrigadenn falañjisted eus Damour, a voe kablus eus ul lodenn eus lazhadeg Sabra ha Shatila e-pad Brezel Liban 1982 a oa awenet n'eo ket gant muntr Bashir Gemayel nemetken, met ivez gant ar fed ma oa bet lazhet o familhioù gant palestinianiz.
Tud kablus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazez an nerzhioù tagañ a seblant bezañ bet reoù brigadennoù al Lu Dieubidigezh Palestinian ha re As-Sa'iqa, harpet gant bezennoù all evel hini ar Fatah. Lod mammennoù a gomz eus Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina, Talbenn Demokratel Dieubidigezh Palestinia, hag ar bezen muzulman libanat al-Murabitun.
Hervez testennioù ha dezrevelloù milourel e oa bet harpet an argaderien gant bezenoù eus Siria, Jordania, Libia, Iran, Pakistan hag Afghanistan. Kleizourien eus al Lu Ruz Japanat a oa o gourdoniñ e kampoù Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina e Liban o defe kemeret perzh.
Pennoù bras an argaderien a oa Zuheir-Mouhsein, lesanvet goude al lazhadeg "Kiger Damour" hag an ofiser er Fatah ar c'horonal Abu Musa.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lodenn studiadenn PLO Policy towards the Christian Community during the Civil War in Lebanon : The Unique Aspects of the Damour Massacre: January 9th–23rd