Laurens de Graff
Neuz
Laurens de Graff
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Proviñsoù-Unanet, Bro-C'hall ![]() |
Anv-bihan | Laurent ![]() |
Anv-familh | de Graaf ![]() |
Deiziad ganedigezh | 1653 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Dordrecht ![]() |
Deiziad ar marv | 24 Mae 1704 ![]() |
Lec'h ar marv | Cap-Haïtien ![]() |
Abeg ar marv | talvoud dianav ![]() |
Pried | Anne Dieu-le-veut ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | nederlandeg, spagnoleg ![]() |
Micher | Brezel kourserezh, morlaer ![]() |

Laurens de Graff, pe Laurens Cornelis Boudewijn de Graaf (war-dro 1653, Dordrecht, Republik an Izelvroioù – 24 Mae 1704, Cap-Français, Saint-Domingue[1]) a oa ur morlaer ha goprsoudard izelvroat er XVIIvet kantved er Mor Karib. anavezet e oa ivez evel Laurencillo pe Lorencillo hag El Griffe e spagnoleg, Sieur de Baldran pe de Graff e galleg, ha Gesel van de West ("Skourjez ar C'hornôg") en izelvroeg. E servij trevadenn c'hall Saint-Domingue e oa.
Hervez Henry Morgan, morlaer saoz deuet da vout gouarnour Jamaika, e oa " a great and mischievous pirate" (ur morlaer meur ha fallakr). Bras e oa, melen e vlev, mourennek, hag un troc'had kaer a a waz.
Dimezet e oa d'ar vorlaerez vreizhat Anne Dieu-le-veut.