Lais Korinthos
Lais Korinthos a oa un hetaira, pe kourtizanez, brudet en Hellaz an Henamzer, er Vvet kantved kt JK. Krediñ a reer e oa ganet e Korinthos. Bevañ a rae en amzer Brezel ar Peloponnesos, ha kontet e oa da vezañ kaerañ plac'h hec'h amzer. Brudet ivez e oa he zostoni hag he froudennoù.
E-touez he serc'heged e oa ar prederour Aristippos, en deus bet savet daou skrid diwar he fenn (Πρὸς Λαΐδα, ha Πρὸς Λαΐδα περὶ του κατόπτρου), hag ar c'hampion er C'hoarioù Olimpek, Eubotas Kyrene. Hervez ur vojenn en doa prometet he dougen da Girene ma c'hounezje, ha kas a reas ur poltred anezhi.
A-hervez e oa krog da lonkañ pa oa deuet kozh. Mervel a reas e Korinthos ma voe savet ur monumant dezhi en ur c'hev anvet Κράνειον.
Lais arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hetaira yaouankoc'h a oa anvet Lais ivez, Lais Hyccara. Mesk a zo e skridoù kozh diwar o fennoù, ken n'ouzer ket atav eus pehini ez eus kaoz.
Krennlavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- οὐ Κόρινθος οὔτε Λαίς.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- William Smith, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology, 1870. [1]
- Jacobs, L., Die Aeltere und die Juengere, Vermischte Schriften, 1830.