Mont d’an endalc’had

Lais Hykkara

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lais Hyccara)
Lais (alegorienn ar garantez da werzañ) livet gant skol Furini

Lais Hykkara (e gregach Λαίς /Laís) ganet en Hykkara (Carini hiziv), e Sikilia, marvet war-dro 340 kent JK e Thessalia, a oa un hetaira en Henamzer, er IVe kantved kt JK.
Un toullad mojennoù zo diwar he fenn. Prest e oa Demosthenes da baeañ 1 000 drakma da dremen un nozvezh ganti, met hi, pa welas anezhañ, a c'houlennas 10 000 kerkent, hag en em roas da Diogenes evit netra.

Kevezerez e oa da Fryne, hervez Athenaios.
A-hervez e savas gwarizi outi da vaouezed Thessalia, ma voe meinataet ganto.

Un hetaira koshoc'h a oa anvet Lais ivez, Lais Korinthos. Mesk a zo er skridoù kozh diwar o fennoù, ken n'ouzer ket atav eus pehini ez eus kaoz.