Lais Hykkara
Neuz
Lais Hykkara (e gregach Λαίς /Laís) ganet en Hykkara (Carini hiziv), e Sikilia, marvet war-dro 340 kent JK e Thessalia, a oa un hetaira en Henamzer, er IVe kantved kt JK.
Un toullad mojennoù zo diwar he fenn. Prest e oa Demosthenes da baeañ 1 000 drakma da dremen un nozvezh ganti, met hi, pa welas anezhañ, a c'houlennas 10 000 kerkent, hag en em roas da Diogenes evit netra.
Kevezerez e oa da Fryne, hervez Athenaios.
A-hervez e savas gwarizi outi da vaouezed Thessalia, ma voe meinataet ganto.
Lais arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hetaira koshoc'h a oa anvet Lais ivez, Lais Korinthos. Mesk a zo er skridoù kozh diwar o fennoù, ken n'ouzer ket atav eus pehini ez eus kaoz.