Mont d’an endalc’had

La Bretagne ouvrière, paysanne et maritime

Eus Wikipedia

La Bretagne ouvrière, paysanne et maritime (« Breizh ar vicherourien, ar beizanted hag ar vartoloded ») a oa ur gazetenn sizhuniek a zeuas er-maez e Breizh etre 1935 ha 1950. Kazetenn ar Strollad Komunour Gall e Breizh e oa[1],[2].

Krouet e voe ar gazetenn e 1935 gant Auguste Havez, eil sekretour unaniezh Penn-ar-Bed ar CGT. Harpet e oa gant Alain Signor a voe kannad komunour e Penn-ar-Bed goude an Eil Brezel-bed[3]. Dont a reas an niverenn gentañ er-maez d'ar 5 a viz Here 1935[4]. En deroù e oa skignet ar gazetenn e departamantoù Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Hanternoz ha Mor-Bihan dreist-holl.

Berzet e voe La Bretagne ouvrière, paysanne et maritime, pa voe divodet ar Strollad Komunour gall gant gouarnamant Daladier e 1939. E miz Ebrel 1941 e teuas er-maez adarre, dre guzh[4] Ne oa ket ur gazetenn sizhuniek ken, dont a rae er-maez ur wech an amzer.[5] Skignet e veze er c'hêrioù bras dreist-holl, e Brest, e Roazhon hag e Naoned.[6].

Goude ar brezel e teuas ar gazetenn er-maez adarre, adalek miz Eost 1946 ha betek miz Mezheven 1950. Mouezh ar Strollad Komunour gall e Penn-ar-Bed e oa neuze. Paouezet e voe d'hec'h embann e 1950.

  1. Fichenn La Bretagne ouvrière, paysanne et maritime e Levraoueg Vroadel Bro-C'hall.
  2. Leguen, Marcel, Deux siècles de presse écrite en Bretagne, Coop Breizh, 2002. p. 111
  3. Fichenn Alain Signor e lec'hienn an Assemblée Nationale
  4. 4,0 ha4,1 Fichenn ar gazetenn e lec'hienn Levraoueg Vroadel Bro-C'hall.
  5. Jacqueline Sainclivier, La Bretagne dans la guerre: 1939-1945, Embannadurioù Ouest-France, 1994. p. 140
  6. La Bretagne ouvrière, paysanne et maritime. Edition spéciale de la Loire-Inférieure, niverennoù 11 ha 12, el lec'hienn Gallica.