La Belle Ferronnière
La Belle Ferronière zo ul livadur 62 x 44 cm graet etre 1495 ha 1497 war un daolenn koad kraoñ. Un oberenn a-bouez eo, war ziskouez e Mirdi al Louvre e Pariz. Krediñ a reer eo bet graet gant Leonardo da Vinci ha kenlabourerien dezhañ, hogen n'eo ket peurasur.
Poltred un itron dizanv eo, ha pell eo chomet dianav. Hiriv e ouzer eo Lucrezia Crivelli, unan eus serc'hed Lodovico Sforza. Met ur vojenn zo ivez diwar-benn an daolenn.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ur vojenn e oa un itron Ferron hag a oa deuet da vout unan eus serc'hed ar roue gall Frañsez Iañ. An aotrou Ferron a oa dogan eta hogen ne oa ket kontant abalamour da se. Kontañ a reer en dije tapet kleñved Naplez da reiñ d'e bried evit ma roje-hi ar c'hleñved d'ar roue[1].
Bravig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E galleg e vez graet belle ferronière eus ur c'hinkladur, anezhañ ur gordennig skoulmet a-drek ar penn gant ur gameenn pe ur maen prizius war an tal.