Mont d’an endalc’had

Lucrezia Crivelli

Eus Wikipedia
La Belle Ferronnière , livet gant Leonardo da Vinci, a vije poltred Lucrezia Crivelli

Lucrezia Crivelli a oa ur serc'h da Ludovico Sforza, il Moro, dug Milano (27 a viz Gouhere 1452- 27 a viz Mae 1508).

Krediñ a reer eo Lucrezia a voe patrom da Leonardo da Vinci pa livas La Belle Ferronnière, ur poltred a zo bremañ e Mirdi al Louvre, e Pariz. A-raok-se en devoa Leonardo poltredet Cecilia Gallerani, ur serc'h all da Ludovico, en daolenn Itron an Erminig.

Serc'h an dug

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezell e oa Lucrezia gant Beatrice d'Este, gwreg Ludovico Sforza a-raok bezañ serc'h dezhañ, un tamm a-raok 1496. E 1497 e c'hanas ur mab, Giovanni Paolo[1]. Kement-se a zaoubennas Beatrice d'Este (29 a viz Mezheven 1475- 2 a viz Genver 1497), maouez brudet he spered evel he c'hened, ha klas a reas en aner harluañ Lucrezia eus lez he fried.

Ludovico Sforza a varvas e 1508.
Lucrezia a vevas meur a vloaz c'hoazh, e Rocca di Canneto e Mantova, dindan gwarez Isabella d'Este, c'hoar henañ Beatrice, a oa marvet e miz Genver 1497.

Mamm da vab Ludovico, Giovanni Paolo Iañ Sforza ( 1497- 1535), kentañ markiz Caravaggio, ha condottiero brudet en e amzer. Dimeziñ a reas-eñ da Violante Bentivoglio (1505-1550), ur verc'h-vihan da Galeazzo Maria Sforza, a-berzh e serc'h Lucrezia Landriani. Ur mab hag ur verc'h o devoe-int.

  1. Charles Cawley, Medieval Lands, Dukes of Milan