Mont d’an endalc’had

Itron an Erminig

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Itron an erminig)
Itron an Erminig
Leonardo da Vinci, 1488-1490
Eoullivadur war goad
54,8 × 40,3 cm
Mirdi Czartoryski
Krakovia

La dama con l'ermellino (Ritratto di Cecilia Gallerani), Itron an erminig e brezhoneg", a zo un eoullivadur war goad a 54,8 cm x 40,3 graet etre 1488 ha 1490 gant Leonardo da Vinci.

Emañ al livadur er mirdi Czartoryski e Cracovia war-lerc'h bezañ dreset goude un tamm drailh graet dezhañ e-kerzh an eil brezel-bed. Kuzhet e oa bet en ur c'hastell, kavet gant ar soudarded alaman, ha pa voe adkavet war o lerc'h e oa roud seul ur votez warnañ en ur c'horn.

E krec'h en tu kleiz eo skrivet: "LA BELE FERONIERE LEONARD DA WINCI".

Cecilia Gallerani eo anv ar vaouez zo bet livet, hag unan eus priedoù-kleiz Ludovico Sforza, dug Milano, ha gwarezour Leonardo, e oa-hi war-dro 1488-1489. 16 vloaz e oa-hi da neuze. Brudet e oa he spered kement hag he c'hoantiz e lez Milano. Moarvat e fellas d'an arzour skeudenniñ vertuzioù Cecilia Gallerani gant al loen, arouez ar fealded. Ur mab he doe, Cesare, a-raok ma voe lakaet fin d'o darempred, e 1492. En 1490 e oa dimezet Ludovico Sforza da Beatrice d'Este, a strivas da bellaat serc'hed he fried.

Pe e voe graet an daolenn e 1488-1489, a-raok eured an dug, pe un tamm diwezhadoc'h, evel prof kimiadiñ a-berzh Ludovico Sforza d'e serc'h yaouank.

Istor al livadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'anavezer an istor-se nemet adal an XVIIIvet kantved, pa ne oa ket lakaet war gont Leonardo c'hoazh. Hiriv avat ez eus kenemglev war ar poent-se.


N'eo ket un erminig met ur fured, evit doare, a zo livet amañ, hervez meur a skiantour. Aes a-walc'h doñvaat ur fured, diaesoc'h a galz ober kemend-all gant un erminig, ouzhpenn ma ne oa ket ul loen stank er vro, ha diaes da boltrediñ, seul ziaesoc'h pa ouzer e oa gorrek Leonardo da livañ.

Savet e vije an daolenn diwar ur c'hoari-gerioù : erminig a zo galere e gregach, heñvel ouzh an anv Gallerani.
Gant he blev gwenn e oa ivez arouez ar c'hlanded.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]