Kaozeal:La Belle Ferronnière
Neuz
Digomprenus eo ar pennad-mañ. Meur a dra a zo souezhus-mat ennañ:
- «Hervez ur vojenn e oa un aotrou Ferron, aet war e varc'h, abalamour ma veze ar roue oc'h ober war dro e wreg, hag abalamour da se en dije tapet kleñved Naplez da reiñ d'an daou all» Piv a c'hall kompren kement-mañ en un doare sklaer? "aet war e varc'h evit tapout an naplez"??? Eüruzamant ez eus ul liamm diavaez: Aet e oa, a-fetepañs-kaer hag evit en em veñjiñ, da welet ar gisti a-benn tapout an naplez, reiñ ar c'hleñved d'e wreg dre-se, ha homañ da gontammiñ ar roue war-lerc'h."
- Emañ an daolenn el Louvre, met lakaet eo bet e gwerzh e New York e 2010???? Al Louvre a werzh e draoù ha miret e vez er mirdi evelkent?
- Marteze eo gant Da Vinci diouzh un tu, met e framm an daolenn eo skrivet "gant Leonarda Da Vinci". Mat 'vefe sklaeraat.
- Ne gomprener ket framm ar pennad, na da belec'h e kas. Me ne'm eus komprenet netra--Trec'hlid mitonet 25 Kzu 2011 da 11:25 (UTC)
- Pennad graet 4 bloaz zo, e 2007, n'em eus ket soñj penaos avat. Treiñ diwar galleg pe saozneg moarvat. Un tamm kempenn 'm eus graet. Bianchi-Bihan 25 Kzu 2011 da 19:11 (UTC)