Kristeniezh ar Reter
Neuz
Graet e vez kristeniezh ar Reter eus ar gristeniezh a zo savet e proviñsoù ar reter eus Impalaeriezh roman (Anatolia, Egipt, Reter-Nesañ, Gres...) ha bet strewet war-du Europa ar Reter, Reter-Kreiz, Etiopia, Indez, Armenia... Perzhioù heverk he deus: n'eo ket kreizennet, bras eo perzh an henc'hresianeg enni. Abaoe Chism meur ar C'hornôg 1054 e vez enebet ouzh kristeniezh ar C'hornôg a oa ar gatoligiezh da gentañ penn, savet en-dro d'ur pab, hag ivez bremañ an ilizoù savet diwarni (protestantiezh, anglikanegezh).
E-touez ilizoù kristeniezh ar Reter emañ:
Koulskoude n'eo ket unvan tamm ebet an holl ilizoù-se. Ilizoù katolik ar Reter, da skouer, a zegemer aotrouniezh pab katolik, met heuliañ a reont alies teologiezh ha lidoù an ortodoksed.