Mont d’an endalc’had

Koureted

Eus Wikipedia
Dañs ar Goureted en-dro da Zeus pa oa bugelig, skeudenn gant Jane Ellen Harrison, Themis: A Study of the Social Origins of Greek Religion, Cambridge University Press, 1912, p. 23

Ar Goureted a zo doueed a eil renk, eus Kreta, e mojennoù Hellaz kozh.

An anv Κουρῆτες / Kourễtes a veze graet anezho e gregach. Dont a ra ar ger eus ar ger κοῦροι / koũroi a dalv kement ha « paotred yaouank» ; an anv-se a veze graet anezho peogwir o devoa servijet Zeus pa oa bihan-bihanik, gouez da lod, pe abalamour ma kemerent tres paotred yaouank hag e vezent heñvel neuze ouzh yaouankizoù Kreta o tañsal o c'horolloù.

Diasur eo an orin anezho. Hervez un arroud kollet eus levr Hesiodos, meneget gant Strabon, e tiskenne ar Goureted eus pemp merc'h Hekateros ha Niobe. Hervez Diodoros Sikilia e oant mibien d'an Douar (Gaia) pe marteze e oant Daktiled. « Eus ar glav» e vijent ganet, gouez da Ovidius.

Brudet int abalamour m'o doa diwallet Zeus pa oa ur c'hrouadur bihan : e-keit ma veze an nimfezed e Menez Dikte (pe Menez Ida) oc'h ober war-dro an doueig er c'hev e veze ar Goureted o tañsal er-maez, o skeiñ o goafoù ouzh o skoedoù evit kuzhat garmoù ar bugel ouzh e dad Kronos en doa debret e holl vugale all.

Hervez ur vojenn all, pa gollas Minos, roue Kreta, e vab yaouank Glaokos, e voe lavaret dezhañ gant ar Goureted e vije adkavet e vab ha savet a varv da vev gant an den a oufe kavout ar skeudenn a zereje gwellañ ouzh ul leue nevez c'hanet a gemme e liv dibaouez.

Gant Polyidos e voe tostaet ouzh frouezh ar spern-gwenn.

Savet e oa ar Goureted da zifenn an doueez Hera ha war he goulenn o doa skrapet Epafos, ar mab en devoa bet Zeus digant Io. Pa glevas Zeus ar pezh o devoa graet e voent pulluc'het gantañ.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]