Epafos
Epafos (Έπαφος e henc'hresianeg) eo anv ar mab en devoa bet an doue Zeus digant ar goantenn Io, troet gantañ da annoar, aet war lez an Nil da wilioudiñ e kuzh ouzh e wreg Hera, war-lerc'h un hir a dro.
Met pig pe vran a gan. Pa glevas an doueez ar c'heloù e reas ur c'horfad gwarizi, ma c'houlennas digant ar Goureted mont da skrapañ ar babig Epafos. Droug a savas e Zeus neuze. Klask a reas gouzout digante pelec'h o doa kuzhet e vab met grik ne lavarjont, ma pulluc'has ar Goureted.
Ha ne ouias ket edo e vab en Egipt gant e vammig.
Epafos ha Faethon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe deuet bras Epafos e savas tabut etrezañ ha Faethon: kontañ a rae e oa egile o fogasiñ pa lavare bout mab da Helios, an Heol. Abalamour da se e kavas d'ar Faethon gaezh e ranke diskouez ne gonte ket gaou, hag ez eas da wall fin.
A-hervez e teuas Epafos da vout roue Egipt, e tiazezas Memfis, kêr-benn ar vro, diwar anv e wreg, merc'h d'an doue-stêr Neilos, hag e voe lakaet da zoue.
Teir merc'h o doe:
Epafos eo anv gregach an doue-tarv Apis ken ez int bet hevelebekaet.
Doare all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez un doare all e oa mab da Brotogeneia.