Mont d’an endalc’had

Korea

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Korean)
Ledenez Korea gant bevennoù an div Stad

Korea (koreaneg 한국}} Hanguk pe 조선, Joseon ) zo ul ledenez hag ur vro eus Azia ar Reter a zo rannet hiziv an deiz e div Stad disheñvel — Korea an Norzh ha Korea ar Su. Emañ stok ouzh Republik Pobl Sina er gwalarn, Rusia er biz, ha tost eus Bro-Japan er reter, en tu all da Strizh-mor Korea ha Mor Japan , ha da Daiwan en tu all da Mor Sina, er su.

Diskouez a ra an arkeologiezh ha yezh ar Goreaned e teuont eus ur bobl a gomze ur yezh altaek eus su Kreiz Siberia[1], hag a boblas Korea gozh e gwagennoù a heulie an eil eben adalek an Neolitik betek Oadvezh an arem[2]. Amprestet e oa ar reizhiad skrivañ sinaek ("Hanja" e Koreaneg) en eil kantved kent JK, hag ar Voudaegezh er pevare kantved eus hon oadvezh, hag ul levezon don o doe e Teir rouantelezh Korea.

Unanet e oa Korea gant an impalaer Taejo eus an dierniezh Goryeo e 936. Goryeo a oa ur Stad ma oa ar sevanadur en e vleuñv hag eno e voe krouet ar Jikji er XIVvet kantved, oc'h implijout ar c'hentañ gwask gant lizherennoù metal lem-laka er bed. Aloubadegoù ar Vongoled en XIIIvet kantved, koulskoude, a wanaas kalz ar vroad a oa rediet da baeañ un truaj. Diskar an impalaeriezh Vongol a oa heuliet gant stourmoù politikel taer ha kemeret e oa lec'h an dierniezh Goryeo gant an dierniezh Joseon e 1388.

Merket e oa an 200 vloavezh kentañ eus an dierniezh Joseon gant ar peoc'h ha krouet e oa al lizherenneg koreanek Hangeul gant King Sejong veur. Er XIVvet kantved e kreskas levezon ar gonfusianegezh er vro. E diwezh ar prantad Joeson avat, politikerezh digenvezour Korea a sachas warni al lesanv a "rouantelezh ermit " er C'hornôg. E diwezh an XIXvet kantved e tivizas impalaeriezh Bro-Japan ober un drevadenn eus ar vro. E 1910 e oa staget Korea ouzh Bro-Japan hag e chomas dindan ar gouarnamant-se betek diwezh an Eil Brezel-bed e 1945.

E 1945 en em glevas an URSS hag ar Stadoù-Unanet diwar-benn kodianadur arme Bro-Japan e Korea hag an arme ruz a zalc'has ar vro betek norzh an 38vet ledenn, e-keit ha ma talc'he arme ar Stadoù-Unanet su ar vro. An diviz kemeret gant armeoù kevredet a zeuas buan da vezañ diazez rannadur Korea gant an daou c'hourc'halloud, n'hallent ket en em glevet diwar-benn dizalc'hiezh Korea. Savet e oa gant pep hini eus an div vro gouarnamantoù a-du gant o c'helennadurezh, ar pezh a oa heuliet gant rannadur Korea a-vremañ : Korea an Norzh ha Korea ar Su. Brezel Korea a darzhas nebeut goude etre an div vro hag o c'hevredidi.

Korea an Norzh, pe Republik Demokraetl Pobl Korea, zo ur Stad gant ur strollad politikel hepken ha dezhañ ur armerzh c'hreantel kreizennet ha meret gant ur steuñv. Korea ar Su, pe Republik Korea, zo ur vro a varc'had dieub, demokratel, hag ur vro ziorroet zo ezel eus ar Broadoù Unanet, hag eus ekonimiezhioù ar G-20.

  1. The Rise of Civilization in East Asia: the Archaeology of Korea, pp. 165
  2. 뿌리 깊은 한국사, 샘이 깊은 이야기: 고조선, 삼국, pp. 44–45