Klann

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Ur c'hlann[1] (liester: klannoù; gouezeleg Skos: clann; saozneg: clan) a zo un aozadur kevredigezhel hengounel eus Bro-Skos diazezet war ar gerentiezh, ma tiskenner eus un gourdad boutin. Ar c'hlannoù a heulia ur reizhiad enpriedadel hag o izili a c'hall dimeziñ kenetreze. Ar reizhiad-se a vez kavet en holl istoerioù kozh ar c'hevredigezhioù. An izili a c'hall bezañ anavezet gant o ardamezioù o-unan, pe gant arouezioù all a ziskouez int eus ur c'hlann resis. Un hendad boutin a c'hall bezañ azeulet da viriñ unvaniezh ar c'hlann. Pa vez un hendad arouezel pe mojennel e c'hall bezañ skeudennet gant un totem, a skeudenn ul loen peurliesañ.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger klann eus ar ger gouezelek clann (ger benel gant ur ster hollek) hag a dalvez "bugale ur familh, diskennidi", diwar an henouezeleg cland, a zeu diwar ar predeneg plant, a zeu e-unan eus al latin plant (plant)[2]; e kembraeg e talvez ar ger plant kement ha "bugale".

Klannoù evel unvezioù politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar sevenadurioù e c'hall bezañ gwelet en un doare dishañval, evel meuriadoù ha strolladoù. Alies e vez graet un diforc'h diouzh ar vent. Ur c'hlann a c'hall bezañ perzh en ur strollad brasoc'h evel ar meuriad, ar genel, pe ar stad. An den a zo e penn ur c'hlann a c'hall bout an hani koshañ, an uhelvamm pe an uheldad.

Da skouer ez eus klannoù e-touesk Iwerzhoniz, Skosiz, Sinaiz, pe Japaniz, a dolpa meur a gerentiezh e diabarzh o broad. Klannoù kozh eus an norzh (ætter), a vez troet evel "tiegezh" pe "linenn". Meuriadoù Israel eus ar Bibl a oa kalz a glannoù enno, evel ar meuriadoù arab pe amerindian.

Ouzhpenn an hengounioù a gerentiezh a bep seurt, ar ger a c'hall bezañ implijet da daolenniñ aozadurioù disheñval. E broioù an Unvaniezh soviedel da skouer e oad kustum da envel "klann" rouedadoù hag a oa e-barzh tachennoù politikel pe kenwerzh. Implijet e vez ar ger-se ivez pa vez kreñv ha don an darempredoù etre an izili. Gallout a reer adkavout ar ger da daolenniñ strolladoù torfedourien. Ur bern klannoù tost an eil d'egile zo en iskevandir Indez, dreistholl e su ar vro.

Klannoù hervez ar broioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p.743b.
  2. Malcolm Maclennan, Gaelic dictionary, emb. 1988, p.86b.