Kirikane

Eus Wikipedia
Binvioù Kirikane

Kirikane (japaneg : 截金) zo un teknik kinkladur japanat implijet evit an delwennoù ha taolennoù boudaek. Diazezet eo war follennoù aour, arc'hant pe blatin troc'het e linennoù, diamantoù ha tric'hornioù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kirikane a voe degaset eus Sina e-kerzh prantad an tiernezh Tang (618907). Koshañ skouer an arz-se eo Tamamushino Zushi en Azeuldi Horyuji. En XIvet kantved e krogas kirikane d'en em ledañ ha kenderc'hel a reas betek an XIIIvet kantved pe XIVvet kantved. Goude-se e voe paouezet gant an arz-se pe dost, abalamour da diskar an arz boudaek dre vras.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Sayoko Eri Kirikane World – Brilliance and Romance of Gold Leaf, Japan Broadcasting Publishers Association (ISBN 978-4-1400-9141-8)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.