Mont d’an endalc’had

Metr

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kilometr)
metr
Unanennoù diazez ar sistem etrebroadel, unanenn diazez hirder, UCUM base unit, metric unit
Rann eusMKSA system of units, Reizhiad unanennoù etrebroadel, MKS system of units Kemmañ
Calculated fromtizh ar gouloù, eilenn Kemmañ
Subdivision of this unitdesimetr Kemmañ

Ar metr (simbol : m) eo unanenn diazez hirder ar sistem etrebroadel. Termenet eo evel an hed dedreuzet gant ar gouloù er goullonder e-pad 1/299 792 458 segondenn.

Rakgerioù an SI staget ouzh ar metr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer ober gant ar metr asambles gant rakgerioù an SI.

Lieskement Anv Simbol
100 metr m
101 dekametr dam
102 hektometr hm
103 kilometr km
106 megametr Mm
109 gigametr Gm
1012 terametr Tm
1015 petametr Pm
1018 egzametr Em
1021 zetametr Zm
1024 yotametr Ym
Ranngement Anv Simbol
100 metr m
10-1 desimetr dm
10-2 santimetr cm
10-3 milimetr mm
10-6 mikrometr µm
10-9 nanometr nm
10-12 pikometr pm
10-15 femtometr fm
10-18 attometr am
10-21 zeptometr zm
10-24 yoktometr ym

Troidigezhioù (unanennoù angl-ha-saoz)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavatal eo ar metr gant :

  • 1/0,9144 yard rik (war-dro 1,0936 yard)
  • 1/0,3048 troatad rik (war-dro 3,2808 troatad)
  • 10000/254 meutad rik (war-dro 39,370 meutad)

Dont a ra ar ger metr eus an henc'hresianeg metron (μετρον), "ur muzul", dre ar galleg mètre. E 1856 e kaver anezhañ evit ar wezh kentañ en ur skrid brezhonek.

A-raok an XVIIIvet kantved e veze muzuliet an hirderioù dre ober dave da vab-den (ar meutad, an troatad, an tez) ; ha peogwir eo disheñvel an dud an eil diouzh egile e veze kemeret alies ar roue e-giz dave, a pezh a veze un arouez-unpenniezh kreñv. Evit en em zizober diouzh pep dave d'un den bennak hag evit aesaat emled ar ouezoniezh e voe divizet neuze dibab ur stalon nemetañ nann denel, hag ober gant lieskementoù ha ranngementoù eus 10. Setu ne vo ket mui eus an troatad a dalveze 12 meutad, nag eus ar walenn a dalveze 3 zroatad. Lod a ginnige termenañ ar metr evel hirder ur momeder dezhañ un hanter-periodenn a ur segondenn. Ha lod all a ginnige termenañ ar metr evel un dekmilionvedenn eus ur c'hard hedredenn-Douar.

Pilpatrom etrebroadel ar metr : ur varrenn standart a c'hoarvez eus platin hag iridiom. Graet ez eus bet gantañ evel pilpatrom ar metr etre 1889 ha 1960 ma voe divizet ober gant muzul spektr ar c'hripton. Abaoe 1983 e vez termenet ar metr gant tizh ar gouloù er goulonder.

E 1791 e voe dibabet an termenadur hervez an hedredenn gant Akademiezh C'hall ar Skiantoù abalamour da variadennoù dister ar gravitadur war gorre an Douar, a c'hoari war beriodenn ar momederioù. Degemeret e voe evel unanenn hirder ofisiel gant ar Frañs d'ar 7 a viz Ebrel 1795. Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h, e 1799, e voe savet ur metr stalon e platin diwar an termenadur-se hag e teuas hennezh da vezañ an dave. Etre miz C'hwevrer 1796 ha miz Du 1797 e voe lakaet c'hwezek metr-stalon engravet e marmor e Pariz diwar atiz ar Goñvañsion evit boazañ ar boblañs gant ar muzul nevez-se. Hiziv an deiz, ne chom ket 'met daou anezho : emañ an eil er 36 straed Vaugirard, a-zehoù d'an antre ; hag emañ egile, bet adlakaet e 1848, en 13 plasenn Vendôme, a-gleiz da borched minister ar Justis.

E miz Mezheven 1792 e voe karget Jean-Baptiste Delambre da vuzuliañ an hed etre Dukark ha Rodez tra ma voe Pierre Méchain o vuzuliañ an hini etre Rodez ha Barcelona. Gant se e vo posupl sevel rik talvoudegezh ar metr. E 1793 e voe kavet un dislavar gant Méchain e Barcelona etre an hirderioù savet ha notennad astronomek lec'hiadur ar stered. Abalamour d'ar brezel etre Frañs ha Spagn ne voe ket evit ober e vuzuliadennoù en-dro. Gwall brederiet e voe gant an diforc'h-se (a oa diresister ar binvioù implijet penn-kaoz anezhañ, ha n'eo ket ur fazi maneal) ha gant se e klaskas mod pe vod chom hep rentañ kont eus e labourioù e Pariz. E 1799 e asantas mont d'ur c'hendalc'h etrebroadel a rae ton d'e oberenn skiantel. Treuzkemmañ a ra neuze e zisoc'hoù, ha dre se e voe re verr ar metr eus 0,2 mm. Ne voe dizoloet an « torfed » gant Delambre nemet e 1806 pa adstudias an holl zisoc'hoù evit skridaozañ Base du système métrique (Diazez ar sistem metrek).

Er bloavezhioù 1870, ha dindan sklêrijenn ar resister modern, e voe dalc'het ur heuliad kendalc'hoù etrebroadel evit sevel standardoù metrek nevez. Kenemglev ar metr (Convention du Mètre) savet e 1875 a gemennas e vefe savet ur Burev Etrebroadel evit ar Pouezioù hag ar Muzulioù (BIPM : Bureau International des Poids et Mesures) a oa da vezañ lec'hiet e Sèvres, Frañs. Bezañ en defe an aozadur nevez-se da virout pilpatromoù ar metr hag ar c'hilogram ur wezh savet, pourvezañ pilpatromoù broadel, ha derc'hel keñveriadurioù etre int hag ar standardoù muzuliañ nann-metrek. Ur varrenn bilpatrom nevez a voe savet gant an aozadur-se e 1889 er c'hentañ Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM : Conférence Générale des Poids et Mesures), ha termenet e voe Pilpatrom Etrebroadel ar Metr evel an hed etre div linenn war ur varrenn standart, anezhi ur c'hendeuzad 90 dregant a blatin ha 10 dregant a iridiom, muzuliet da boent teuziñ ar skorn.

E 1893 e voe muzuliet ar metr standart gant un interferometr evit ar wezh kentañ gant Albert A. Michelson, ijiner ar benveg ha difenner ar mennozh implij un hirder gwagenn dibar eus ar gouloù evel standard hed. E 1925 e veze graet ingal gant an interforometriezh er BIPM. Kouskoude e chomas Pilpatrom Etrebroadel ar Metr ar standard betek 1960, ma voe termenet ar metr gant an unnekvet CGPM er sistem etrebroadel nevez evel 1 650 763,73 hirder gwagenn eus ur skinadur orañjez embannet gant izotop 86 ar c'hripton. Emañ bepred ar varrenn bilpatrom er BIPM e Sèvres, miret dindan ar c'hondisionoù lakaet e 1889.

Evit bihanaat c'hoazh an diasurter e voe roet an termenadur a-vremañ gant ar seitekvet CGPM e 1983, diazezet war an amzer ha tizh ar gouloù :

Ar metr eo an hirder dedreuzet gant ar gouloù er goullonder e-pad 1/299 792 458 segondenn.

Peogwir ez eo tizh ar gouloù er goullonder ar memes hini e pep lec'h (hervez teorienn ar relativelezh) ez eo an termenadur-mañ hollvedel hag aesoc'h da gemenn. Ha dreist-holl ez eo un hed aesoc'h da vuzuliañ eget an hed etre daou boent peogwir ez eo ar segondenn an unanenn a vez muzuliet ar gwellañ e-touez unanennoù ar sistem etrebroadel (SI).

Deiziadoù pennañ an termenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]