Kaozeal:Metr

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

N'anavezan netra en traoù-se: perak n'eus ket anv eus sistem metrek? Bianchi-Bihan 21 Du 2007 da 11:22 (UTC)

Rak n'eo ket ur geriadur eo Wikipedia. Amañ e kaozeer eus ar pezh a sinifi ar ger metr ha ne gaozeer ket eus ar ger e-unan, nag eus e liester, nag eus e zeveradoù, nag eus an troidigezhioù e yezhoù all, ha me oar (ha peogwir emaon ganti : ne rankfe ket pennadoù Wikipedia kregiñ gant "Xxxxx zo ur ger a ..."). Hervez ma soñj e rankfemp kas an evezhiadenn diwar-benn implij ar gerioù metr ha metrad d'ar Wikeriadur rak n'eo ket amañ emañ o flas.
Ar metr hag ar sistem metrek n'int ket unan setu e vo kaoz eus ar sistem metrek en ur pennad all, hag evel-just e vo kavet ul liamm war-zu ennañ er gevrenn Gwelet ivez eus ar pennad Metr. --Yun (kaozeal) 21 Du 2007 da 20:33 (UTC)