Kentañ brezel Italia (1494-1497)
Kentañ brezel Italia a c'hoarvezas etre 1494 ha 1497, pa fellas d'ar roue gall Charlez VIII mont da aloubiñ Rouantelezh Naplez, gant skoazell dug Milano da gentañ. Evit se avat e ranke treuziñ stadoù all ledenez Italia gant e arme, hag a-enep dezhañ e kavas an Impalaeriezh santel, Spagn, ha stadoù Italia kaset gant ar pab Alesant VI.
A-raok ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bec'h a oa savet etre ar pab Inosant VIII ha Ferdinando Iañ Naplez pa en devoa nac'het ar roue paeañ e skod dleet d'ar pab. Ha setu ar pab, d'an 11 a viz Gwengolo 1489, da embann ur builh a-enep Ferdinando, d'e eskumunugañ, ha da ginnig Rouantelezh Naplez d'ar roue gall Charlez VIII, en devoa un tamm gwir bennak war ar rouantelezh dre e dad-kozh, ar roue Charlez VII, a oa dimezet da Mari Anjev, eus an tiegezh Anjev a oa o ren er rouantelezh-hont. Inosant a reas ar peoc'h gant Ferdinando a-raok mervel e 1492, met ar c'hinnig ne voe ket ankouaet. Mervel a reas Ferdinando d'ar 25 a viz Genver 1494, hag e vab Alfonso II a renas war e lerc'h.
Penn kentañ ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude en em glevout gant dug Milano, ha war an digarez toull (anat d'ar gempredidi) da gas ur brezel ar groaz nevez a-enep an impalaeriezh otoman ha da zieubiñ Jeruzalem, setu ar roue gall Charlez VIII o kuitaat Grenoble gant e arme hag o tremen dre ode ar Montgenèvre d'an 2 a viz Gwengolo 1494.
An arme c'hall o tegouezhout en Italia zo anezhi 200 gwaz a zo gwarded ar roue, un arme war varc'h a 1600 den, 12 000 den war droad (anezho 6000 Suis ha 3000 Gwaskon) hag un 70 kanol, skañv ha hefiñv, hag a denn boledoù arem pe kouevr, 100 en ur ober un eur.
Buan ez a C'hallaoued betek Asti ma tegouezhont d'an 9 a viz Gwengolo. E Rapallo, e-kichen Genova, e voe trec'h an arme c'hall, renet gant Loeiz Orleañs, hag arme Milano, war 5000 Aragonad a oa o paouez dilestrañ e Genova. Klañv e oa Charlez gant ur c'hleñved a vo anvet kleñved Naplez gant lod, ha n'hallas ket mont e-barzh kêr Genova a-raok ar 6 a viz Here.
Goude e talc'has an arme c'hall da vont trema'r c'hreisteiz : d'an 20 a viz Here e voe kemeret Mordano, e Romagna, ganto, ha lazhet soudarded ha tud disoudard; d'ar 26 e rejont kemend-all e Fivizzano. Spontet an Italianed, ha goude marc'hata, e voe kemeret Firenze hep en em gannañ d'ar 17 a viz Du. D'an 28 ez ejont war-du Roma, ma tegouezhjont d'an 31 a viz Kerzu. Un emsavadenn a voe e Firenze er c'heid-se, ha savet ur republik a chomas en he sav betek 1512.
E Rouantelezh Naplez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pan erruas ar C'hallaoued e Monte San Giovanni, e Rouantelezh Naplez, e kasas ar roue gall e gannaded da dud ar c'hastell da c'houlenn digante kodianañ. Lazhet e voe ar gannaded c'hall, ha muturniet, ha kaset e voe ar c'horfoù en-dro d'ar C'hallaoued. Konnariñ a reas ar roue, kanoliatet e voe ar c'hastell d'an 9 a viz C'hwevrer, arsailhet ar c'hreñvlec'h, ha lazhet an holl enebourien e-barzh. Sede penaos e krogas arigrap Naplez. Skignet e voe ar c'heloù dre Italia, ma tivizas priñsed Norzhitalia emunaniñ ha sevel Kevread Venezia, d'an 31 a viz Meurzh 1495, rak a bep tu e kleved e oa krog rogoni an alouberien c'hall da vagañ kasoni e-touez ar bobl.
War-dro hanter C'hwevrer 1495 e tilezas ar roue Alfonso II Naplez e garg a roue hag e vab Ferdinando II a renas war e lerc'h. Ret e voe dezhañ tec'hel avat pa zegouezhas an armeoù gall d'an 22 a viz C'hwevrer. Gant chomadenn ar C'hallaoued e Naplez e voe tapet gant ar soudarded kleñved Naplez, dianav betek neuze.
D'an 20 a viz Mae 1495 edo arme Charlez VIII o kuitaat Naplez, o leuskel Gilbert de Montpensier, anvet da vesroue, e penn ur gwarnizon gall.
Loeiz Orleañs a oa chomet en Lombardia gant un arme. Urzh en doa da chom hep mont a-benn da zug Milano, Ludovico il Moro. Daoust da se e kemeras kêr Novara e Mezheven 1495, hag un degemer brav a voe graet dezhañ gant ar bobl eno, nemet n'eas ket betek Milano, na oa ket difennet gwall vat hag a oa prest d'ober un degemer heñvel dezhañ. Diaesoc'h avat e voe distro Charlez VIII da Vro-C'hall. Ne oa ken nemet 9000 soudard gantañ . Gant poan e treuzjont an Apenninoù gant o c'hanolioù pa errujont dirak Fornovo d'ar 5 a viz Gouhere . Eno e kavjont un armead enebourien, 35000 adud enni, ha renet gant Francesco II Gonzaga, markiz Mantova. Emgann Fornovo a voe d'ar 6 a viz Gouhere ha trec'h e voe ar C'hallaoued, goude ma oa niverusoc'h o enebourien, hag evel-se e c'halljont kenderc'hel war hent an distro.
Sede an arme c'hall dirak Asti, ha fall stad ar vrezelourien. Loeiz Orleañs a oa gronnet gant e soudarded e kêr Novara gant un armead 30 000 den da Ludovico il Moro, hag an naonegezh o ren.
Goulenn a reas Loeiz sikour digant e genderv roue, goude ma n'en doa ket sentet ouzh e urzhioù.
Krog e oa an div gostezenn da varc'hata, ha sinet e voe ar peoc'h e miz Here 1495. Loeiz Orleañs a guitaas Novara gant e 5 500 den, Suised anezho dreist-holl, hag un toullad bras anezho a varvas nebeud goude, ken fall e oa o yec'hed. En emglev Verceil e tremene ar roue gall gant esper ha hunvreoù pa chome dug Milano mestr war an dachenn.
Er c'heid-se e chome un toullad Gallaoued e Naplez, o stourm evit mirout tammoù eus ar rouantelezh. Ferdinand II a zilestras en Calabria hag a lakaas seziz war gêr Naplez.
Montpensier a repuas er c'hastelloù da c'hortoz skoazell digant Bro-C'hall. Met skoazell ne deue ket buan. Ludovico il Moro en devoa prometet kas listri karget a soudarded da Naplez met ne reas ket. Ha Charlez VIII a oa berr an arc'hant gantañ. Koust an droiad-vrezel da Italia a rankje bezañ bet paeet, evit ul lod bepred, gant donezonoù Firenze, graet pa vije bet daskoret dezho ar c'hreñvlec'hioù prestet d'ar C'hallaoued. A-benn ar fin e voe gwerzhet ar c'hreñvlec'hioù da Lucques, Venezia, Genoa pe Pisa, goude trubarderezh Robert de Balsac e Toskana. Charlez VIII a rankas neuze rentañ an arc'hant amprestet digant presterien Firenze ha tremen a rankas hep amprestañ gwenneien ken digant kêr Firenze.
Gilbert de Montpensier, neuze, a lestras gant tost an holl difennerien hag ac'h eas da Salerno. En e arme e oa goprsoudadrded dreist-holl, Alamaned hag Italianed, bouetet fall ha no devoa ket bet gwenneg ebet abaoe pell amzer. Lezel a reas arme Fernando II da c'hronnañ e armead e kêr Atella. Un darn eus ar soudarded alaman a nac'has en em gannañ, ma voe ret d'ar C'hallaoued en em rentañ. Kalz a soudarded c'hall a varvas gant ar c'hleñvedoù hag an naon.
Spagn avat a gemere perzh e Kevre Venezia, en enep da feur-emglev Barcelona, hag a gouezhas war Languedoc dre veur a wech e-kerzh ar bloaz 1496. Emwelioù a voe evit klask ober ar peoc'h gant Spagn e 1496, a-hed ar bloavezh 1497 ha deroù 1498, ken na voe sinet arsav-brezel Alcalá de Henares e miz Du 1497.
Charlez VIII en devoa c'hoant atav da lakaat e zorn war rouantelezh Naplez hag a glaskas chom mignon da briñsed Italia a c'halle e leuskel da dremen da vont etrezek Naplez. Dug Orléans avat a glaske lakaat harz da vennad ar roue. Charlez a varvas en 1498 hep na vije deuet e hunvreoù da wir.
-
Arme c'hall Charlez VIII o vont e Firenze d'ar 17 a viz Du 1494, gant Francesco Granacci
-
Emgann Fornovo, d'ar 6 a viz Gouhere 1495.
An droug gall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hleñved kevrinus a gouezhas war an arme c'hall e Naplez. N'eo ket sklaer pe e oa deuet eus ar Bed Nevez (abaoe troiad Kristof Kolomb e 1492) pe e oa ur stumm nerzhusoc'h eus un droug kozh a rene dija er vro, met honnezh eo ar c'hentañ abadenn anavezet eus an naplez er gêr-hont.
Gant distro an arme c'hall d'ar gêr e voe skignet ar c'hleñved dre ledenez Italia, ha goude dre Europa. En italianeg e vez anv eus "Mal francese", pe "Mal Napoletano", kleñved Naplez e brezhoneg.