Kentañ Republik c'hall
- Ur pennad Republik c'hall zo ivez.
Deiziad krouiñ | 21 Gwe 1792 |
---|---|
Arvez | Loeiz XVI, Dispac'h Gall |
Anv e yezh-vamm an den | Première République |
Anv ofisiel | Première République |
Anv er yezh a orin | République française |
Perzhiad e | Emsavadeg Iwerzhon eus 1798, Brezelioù Napoleon |
Yezh ofisiel | galleg |
Kan broadel | La Marseillaise |
Kevandir | Eurazia |
Stad | Frañs |
Kêr-benn | Pariz |
Daveennoù douaroniel | 48°51′55″N 2°19′38″E |
Renad politikel | parliamentary republic, directorial system, triumvirelezh |
Korf lezenniñ | Koñvañsion vroadel |
Moneiz | Assignat, French livre, French franc |
Perc'henn war | Castle of Seneffe |
Raklec'hiet gant | rouantelezh c'hall bonreizhel |
Bet erlec'hiet gant | Impalaeriezh C'hall Kentañ |
Yezh implijet | okitaneg, galleg |
Deiziad divodañ | 18 Mae 1804 |
Banniel (deskrivadur) | Banniel Frañs |
Kentañ Republik c'hall, anvet République Française en-ofisiel, a vez lavaret gant an istorourien eus ar renadoù politikel parlamantel e Bro-C'hall hag a badas eus Gwengolo 1792 betek miz Du 1799. Degaset e voe gant an Dispac'h gall, ha kemer a reas lec'h ar renad kozh diskaret d'an 10 a viz Eost 1792, pa voe kemeret palez an Tuileries e Pariz gant an dispac'herien.
Ren a reas war Bro-C'hall, evel m'hec'h anvavezer hiriv, ha war holl broviñsoù an Impalaeriezh santel a oa war lez kleiz ar stêr Roen hag a zo aet abaoe d'ober stadoù Belgia, Luxembourg hag ul lod eus stadoù Alamagn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 21 a viz Gwengolo 1792 e voe bodet kannaded ar Gonvansion evit ar wech kentañ ha divizet e voe gante diskar an unpenniezh vonreizhel en Bro-C'hall.
Ma ne oa ket bet embannet ar republik en un doare ofisiel d'an 22 a viz Gwengolo 1792 e voe divizet deiziata aktaoù gant bloaz I ar Republik.
Konsulad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'honsulad gall a grog gant taol-Stad an 18 Brumaire en 1799. Izili ar Renerezh, pe ar Renerien, a aozas an taol-stad o-unan. Napoleone Buonaparte a oa kenirienner a gemeras penn ar gouarnamant hag a voe anvet da Gentañ Konsul. Pemp bloaz goude, e 1804, e voe anvet da Impalaer an Impalaeriezh c'hall kentañ.