Kendalc'h Keltiek
Ar C'hendalc'h Keltiek Etrebroadel zo un aozadur sevenadurel a glask kas war-raok yezhoù ha sevenadurioù ar c’hwec’h bro geltiek : Iwerzhon, Bro-Skos, Kembre, Breizh, Kerne-Veur hag Enez Vanav. Embann a ra ez eo e bal "... kas war-raok sevenadur ha yezhoù ar pobloù keltiek ha derc’hel liammoù hag ur c’henlabour strizh etre ar pobloù-se."
Savet e oa bet e 1917 en Eisteddfod Penbedw, war harzoù Kembre, hag abaoe e vez bodet bep bloaz pe dost. E gwirionez e oa bet klasket sevel aozadurioù heñvel o fal en XIXvet kantved (Celtic Association ha Pan-Celtic Congress) ha div wech dija, e 1838 hag e 1867, e oa bet bodet dileuridi eus ar broioù keltiek.
Pep a skourr eus ar C’hendalc’h Keltiek zo er c’hwec’h bro ha gant pep skourr e vez brudet palioù ar C’hendalc’h en e vro hag aozet ur vodadeg etrebroadel enni, bep c’hwec’h bloaz pe dost.
Un aozadur sevenadurel eo ar C’hendalc’h Keltiek ha n’eo ket un aozadur politikel evel ar C'hevre Keltiek. En em zisrannet e oa bet ar C'hevre Keltiek, just a-walc’h, eus ar C'hendalc'h Keltiek, evit gallout kas da benn ul labour war an dachenn bolitikel.
Aozet e vo ar C'hendalc'h Keltiek e Breizh e 2018, e Kemper.