Kevre Keltiek
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un aozadur nann-gouarnamantel etrebroadel eo ar C'hevre keltiek.
Palioù ar C'hevre keltiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pal pennañ ar C'hevre keltiek, hag eñ un aozadur etrebroadel, a zo bezañ un harp d'ar stourmoù a ren ar c'hwec'h broad keltiek evit gwareziñ pe gounit o frankizoù politikel, sevenadurel, sokial hag armerzhel.
Evit-se e klask ar C'hevre:
- Reiñ lañs d'ar c'henlabour etre ar pobloù keltiek
- Lakaat anezho da vezañ emskiant eus al liammoù hag ar c'hengred dispar zo etrezo
- Degas muioc'h a vrud d'o stourmoù broadel ha d'an disoc'hoù bet tizhet er bed a-bezh
- Kabaliñ evit ma vo staliet un aozadur ofisial etre ar broadoù keltiek ur wech ma vo emren unan pe ziv anezho
- Bountañ evit ma vo implijet madoù ar broioù keltiek evit gounid o fobloù.
Aozadur ar C'hevre keltiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digor eo ar C'hevre Keltiek d'an holl dud eus ar broioù keltiek a sav a-du gant ar palioù displeget a-us. Bodet eo an izili e 6 skourr broadel hag ur skourr etrebroadel. Bep bloaz, e-pad ar vodadeg veur, e vez dilennet an dud zo er c'huzul-ren.
Skrivagnerien veur ar C'hevre Keltiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alan Heusaff: (1961-84)
- Bernard Moffat: (1984-88)
- Davyth Fear: (1988-90)
- Séamas Ó Coileáin†: (1990-91)
- Bernard Moffat: (1991-2006)
- Rhisiart Tal-e-bot: (2006 - bremañ)
Pennskrivagnerien Carn (savet e 1973)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Frang MacThòmais: (1973-74)
- Padraig Ó Snodaigh: (1974-77)
- Cathal Ó Luain: (1977-81)
- Pedyr Pryor: (1981-84)
- Patricia Bridson: (1984 - 2013)
- Rhisiart Tal-e-bot: (2013 – bremañ)