Kef Nedeleg
Kef Nedeleg zo ur wastell e stumm un etev, a vez debret da vare Nedeleg. Aroueziñ a ra ar mell etev a veze lakaet en oaled gwechall gant an dud. Kalz gwastelloù Nedeleg disheñvel o stumm hag o aozennoù zo en Europa a-bezh. An hengoun-se, testeniekaet abaoe ar Grennamzer da nebeutañ, en deus gwriziennoù pagan liammet ouzh lid goursav-heol ar goañv. Ar c'hef Nedeleg a anavezomp hiziv a seblant bezañ bet ijinet e Bro-C'hall en XIXvet kantved avat, met ne ouzer ket gant piv resis. Forzh penaos eo deuet da vezañ ur c'hustum da vat adalek 1945-50 hepken. Skignet eo bet en holl vroioù gallek ha/pe trevadennet gant Bro-C'hall, ha broioù all zoken evel ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur hag al ledenez iberek.
Aozennoù ha kinkladur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hef Nedeleg hengounel zo gwispid ruilhet gant dienn amann. Bremañ e vez fardet aliesoc'h gant skañvadell frouezh, chokolad, kafe, pe gant dienn Mascarpone, gant kaotigell, pe gant moñselin. Gallout a ra bezañ lindrennet. Gant dienn-skorn e vez graet reoù zo.
Kinklet e vez gant tudennoù bihan (lutuned, an tad Nedeleg, boulomigoù-erc'h...), tokoù-touseg e mereng pe masapan, bouc'halioù, heskennoù, ur saprenn vihan, hag all hag all, evit plijadur bras ar re vihan.
Hengounoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er broioù gallek e vez kavet kef Nedeleg dreist-holl, pe er re bet trevadennet gant Bro-C'hall (Kanada (Kebek, Brunswick-Nevez), Vietnam, Liban...). Er broioù europat all e vez servijet gwastilli all alies war daol Nedeleg :
- Christmas pudding zo ur pouding a vez debret en inizi breuzhveuriat, en inizi Angl-ha-Norman hag e Norzh Bro-C'hall.
- e Lombardia, Piemonte (Italia) ha kanton Ticino (e Suis) e vez debret panettone, ur wastell graet gant brioch ha rezin sec'h.
- Kougelhopf pe kouglof a vez aozet e broioù su Alamagn (Elzas en o zouez), Aostria ha Tchekia.
- ar Stollen zo ur wastell all tennet eus un hengoun kozh-tre eus ar broioù alamanek, en o zouez Elzas ha Loren.
-
Unan gant chokolad ha kaotigell flamboez, kinklet gant lutuned, ur saprenn, ur c'habell-touseg hag un heskenn.
-
... egile hengounel gant amann, kinklet gant ur saprenn, deliennoù kelenn, ur skiour ha tokoù-touseg