Mont d’an endalc’had

Kastell Hohenzollern

Eus Wikipedia
Kastell Hohenzollern
kastell, mirdi
Anvet diwarTiegezh Hohenzollern Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
E tiriadBisingen Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°19′25″N 8°58′3″E Kemmañ
Perc'hennet gantTiegezh Hohenzollern Kemmañ
TisavourFriedrich August Stüler Kemmañ
Giz savouriezhGothic Revival Kemmañ
Statud gladelcultural heritage monument in Germany Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.burg-hohenzollern.com Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from Hohenzollern Castle Kemmañ
Map
Kastell Hohenzollern

Kastell Hohenzollern (Burg Hohenzollern en alamaneg) zo ur c'hastell alaman, war-dro 50 km diouzh kêr Stuttgart, e Baden-Württemberg. Sellet a reer outañ evel kavell an Tiegezh Hohenzollern, a gaver meneg anezhañ adalek an XIvet kantved hag a roas duged ha roueed da Brusia ha, diwezhatoc’h, impalaerien da Alamagn.

Pa voe rannet an tiegezh Hohenzollern e daou skourr er Grennamzer, ur skourr katolik e Swabia hag ur skourr protestant e Frankonia, e chomas ar c’hastell e dalc’h skourr Swabia. Ren a rejont war korn-bro Hechingen betek ma’z eas an tiegezh da get e 1869.

Emañ ar c'hastell e krec'h un dorgenn 855 metr uhelder, e-kichen Hechingen, ur gêrig e-harz Alpoù Swabia. Kroget e voe da sevel ur c’hastell eno e deroù an XIvet kantved.

Distrujet e voe ar c’hastell kentañ-se e 1423, goude 10 miz seziz gant nerzhioù kêrioù dieub Swabia. Un eil kastell, brasoc’h ha kreñvoc’h, a voe savet etre 1454 ha 1461 hag ennañ e voe kavet repu gant ar re Hohenzollern gatolik e-pad ar mareoù brezel, evel ar Brezel Tregont Vloaz. E dibenn an XVIIIvet kantved e oa bet kollet talvoudegezh gant ar c’hastell evit en em zifenn. Setu ma kouezhas en e boull, tamm-ha-tamm, ken ma voe distrujet lod eus ar savadurioù. Eus savadurioù ar Grennamzer ne chom nemet ar chapel hiziv.

Un trede kastell, avat, a voe savet evit roue Prusia, Friedrich Wilhelm IV, etre 1846 ha 1867. Renet e voe al labourioù gant an tisavour Friedrich August Stüler, a gemeras skouer war ar stil nevez-c’hotek en e vog e Bro-Saoz ha war kestell gall traoñienn al Liger[1]. Met ne voe echuet al labourioù nemet e 1867, goude marv Friedrich Wilhelm IV. Goude se ne voe den ebet eus an tiegezh Hohenzollern oc’h ober e annez da vat er c’hastell ; implijet e veze evit degemer tud hepken pe evel ul lec’h da zerc’hel koun eus Friedrich Wilhelm IV. E 1945 e teuas da vezañ lec’h-annez priñs diwezhañ an tiegezh, Friedrich Wilhelm Victor August Ernst Prusia, betek e varv e 1951. Eno eo bet douaret, gant e wreg, ar briñsez Cecilie Mecklenburg-Schwerin.

Bremañ e c’haller gweladenniñ ar c’hastell hag e-leizh a douristed a zeu di.

  1. Herbert Gers. Hohenzollern Castle. 5th ed. Hechingen: Administration of Hohenzollern Castle, 1984.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.