Kastell Chinon
MONUMANT ISTOREL |
---|
Kastell Chinon zo ur c'hastell e kumun Chinon, war lez ar stêr Vienne, e-kreiz Bro-C'hall.
Teir lodenn rannet gant douvezioù a ya d'ober ar c'hastell e gwirionez, anvet "Fort du Coudray", "Château du Milieu" ha "Fort Saint-Georges".
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare ar Romaned e oa ur c'hreñvlec'h eno, war ur run dreist ar stêr. Kreñvaet e voe c'hoazh gant Teobald Iañ (kont Bleaz), e dibenn an Xvet kantved. E-pad an XIIvet kantved e oa Chinon en Anjev (a oa dizalc'h diouzh ar rouantelezh c'hall en amzer-se), hag unan eus lec'hioù annez karetañ ar roue saoz Herri II Plantagenêt e oa. Evel Poitiers ha Bourdel e oa Chinon unan eus ar c'hêrioù a bouez e domanioù an tiegezh Plantagenêt war an douar-bras. Gant Herri II e voe brasaet ar c'hastell a dapas neuze 400 metr hed war 76 metr led. Er XIVvet kantved e voe ouzhpennet un tour-horolaj 35 metr uhelded. Faezhet e voe ar roue Herri II gant e zaou vab, Richarzh ha Yann, emsavet outañ, ha mervel a reas er c'hastell d'ar 6 a viz Gouere 1189. Douaret e voe en Abati Fontevraud, evel e wreg Eleanora Akitania hag e vab Richarzh Kalon Leon diwezhatoc'h.
E deroù ar XVvet kantved e oa an daofin gall Charlez VII o vevañ er c'hastell. Dont a reas Janed Ark di e penn kentañ he stourm da "vountañ ar Saozon e-maez Bro-C'hall". Anavezout a reas an daofin kuzhet e-touez an dud all, hervez a gonter, ha gant se e teuas a-benn da lakaat Charlez da vont da roue ha da vodañ un arme.
E dibenn ar XVIvet kantved e oa ar c'hastell etre krabanoù an Hugunoded ha graet e voe un toull-bac'h anezhañ gant Herri IV. Dont a reas ar c'hardinal Richelieu da vezañ perc'henn eus ar c'hastell e 1633, met ne voe ket dalc'het e ratre goude-se ha kregiñ a reas da gouezhañ en e boull. Gant Prosper Mérimée e voe lakaet kempennn ar mogerioù, dindan ren Napoleon III.