Kaozeal:Stad Islamek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Diwar-benn ar cheñchamantoù en droidigezh[kemmañ ar vammenn]

Mat e vefe displegañ ar cheñchamantoù a vez degaset d'ar pennadoù, rak re alies e ranker klask divinout. War a seblant, amañ, [1], e vefe un afer troidigezh. Ne vefe ket "sav-heol" met "reter-nesañ" a vefe da lakaat. Koulskoude, mar seller ouzh ar wikipedia arabek (ha gwiriet e lec'h all ivez) e talvezfe بلاد الشام kement ha "sav-heol", ha neket "reter-nesañ" a vefe شرق أدنى .--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Gwe 2014 da 18:47 (UTC)[respont]

Ma kemerer da ziazez an anv arabek, ha n'eo ket an anv gallek, ez eo reizh reiñ d'an anv الشام (al-sham) ar ster en deus er yezh-se. Evit gouzout hiroc'h diwar-benn talvoudegezh ar ger-se, a gaver en anv an aozadur a zo meneg anezhañ amañ, sellit ouzh en:Al Sham. N'eus troidigezh vat ebet evit ar ger-se e yezhoù kornôg Europa, war-bouez "Siria Vras" pe "Reter-Nesañ". Anv ur vro eo ha troet e vez e daou zoare e galleg pe e saozneg ("Levant" ha "Syrie/Syria"). Ne dalvez ket "reter" pe "sav-heol" dre vras, er c'hontrol diouzh ar pezh a c'hallfe unan soñjal pa lenn ar ger gallek "Levant". --Llydawr (kaozeal) 16 Gwe 2014 da 20:50 (UTC)[respont]
Trugarez da vezañ respontet. Met n'on ket kendrec'het kaer c'hoazh. Perak e vefe gwelloc'h treiñ gant "Reter nesañ" e-lec'h "sav-heol" pa ra an arabeg gant ar memes ger evit "levant" [2] hag evit ar ger "sham" a zegasez: [3], ha pa ra an arabeg gant ur ger all evit Reter-Nesañ: شرق أدنى [4]?
An holl yezhoù all (da vihanañ a re a skriv gant lizherennoù latin) a ra gant "Levant": [5]. Perak terriñ ar boaz-se?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Gwe 2014 da 11:22 (UTC)[respont]
En TLF (Trésor de la Langue Française [6]) e lenner, pa glasker ar ger "levant" : [Avec une majuscule] Les pays qui sont au levant (par rapport à la France), les régions bordant la côte méditerranéenne de l'Asie. Synon. Moyen-Orient, Proche-Orient. Abalamour da se ne gav ket din e vefe re fall "Reter-Nesañ". Met ma ne blij ket, e c'haller ober gant ur ger all, evel-just. Gant peseurt ger ober avat ? Gant "Cham", un amprest arabek, evel ma reer er Wikipedia katalanek ? Gant "Levant", un amprest gallek, evel ma reer en ur bern yezhoù all ? (Daoust ha se a ginnig Trec'hlid-Mitonet ?) Gant "Sav-heol", ur ger a dro ar ster boas eus "levant" (=reter) ? Ma vez implijet "Sav-heol" evit envel "Al-Sham", ne vo ket fall sevel ur pennad a-ratozh war ar ster-se eus ar ger, evel ma'z eus ur pennad fr:Levant (Proche-Orient) er Wikipedia gallek, disheñvel diouzh ar pennad fr:Levant. --Llydawr (kaozeal) 17 Gwe 2014 da 16:20 (UTC)[respont]

Kavout a ra din eo furoc'h chom tost d'ar pezh a anavezer, koulz d'ar yezhoù tost dimp (saozneg, galleg, kembraeg, h.a.) a ra holl gant "levant" pe gevatal, pe neuze an arabeg (al-sham). Ouzhpenn-se, ma reer gant "sav-heol" pe "levant" e c'haller chom tost d'un termen nes dre e implij: en:Mashriq (= sav-heol) a seblant bezañ evit ar memes tra (+ Irak): «These geographical terms date from the early Islamic expansion. This region is similar to the Bilad al-Sham and Mesopotamia regions combined.» (wiki saoznek).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Gwe 2014 da 09:09 (UTC)[respont]

Da betra degas deomp ar ger مشرق ouzhpenn ? Ar ger شام ([ʃaːm]) n'en deus darempred ebet gantañ. Ar ger شام ne dalvez na "sav-heol" na "reter". N'eus nemet teurel ur sell ouzh geriadurioù arabeg-galleg (pe arabeg-ur yezh all). Er geriadur Larousse Maxi poche arabe-français e lenner, pa glasker ar ger شام : gauche ; nord ; Syrie, Damas. Hag e-kichen e kaver ar ger deveret شامي troet "Syrien". Er Wiktionary saoznek ([7]) e lenner 1.The city of Damascus. 2.The region known as Greater Syria. Ar ger شام an hini a gaver en anv an aozadur anvet "Stad Islamek". Ar ger-se an hini zo da dreiñ e brezhoneg neuze. Daou ziskoulm a welan : 1. ober gant "Siria" ha lakaat un notenn da zisplegañ ez eo brasoc'h ha dispisoc'h الشام‎ eget سوريا ("Siria" ent-strizh) ; 2. ober gant "al-Cham", evel ma kaver e saozneg Islamic State of Iraq and al-Sham. --Llydawr (kaozeal) 30 Gwe 2014 da 06:48 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket mat. Bremañ ez eus un adkas Sav-Heol (Reter-Nesañ). Hemañ a adkemer an anvadur a vez graet gantañ gant ar yezhoù all tost dimp (saozneg, galleg, kembraeg, h.a.), met n'eo ket savet c'hoazh ar pennad, met gallout a ra bezañ un adkas war-zu "al-Cham", pe ar c'hontrol, kaout "al-Cham" hag a gasfe da "Sav-Heol (Reter-Nesañ)". Hag er pennad(où)-se e c'haller displegañ ar pezh a lavarez, evel ma vez graet er yezhoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Gwe 2014 da 11:15 (UTC)[respont]
N'eo ket diaes da gompren, met ne gomzomp ket diwar-benn ar memes tra. Komz a ran-me eus troidigezh anvadur arabek, en e stumm hir, an aozadur "Stad Islamek" meneget er pennad-mañ. Komz a rez-te eus troidigezh an titl gallek fr:Levant (Proche-Orient), meneget ganin uheloc'h. Ha krouet 'peus ur pennad Sav-Heol (Reter-Nesañ). Arabat e vefe d'an dud avat krediñ e reer gant anvadurioù evel-se e saozneg pe e kembraeg. En div yezh-se e reer gant an amprest gallek "Levant" (skrivet "Lefant" e kembraeg). --Llydawr (kaozeal) 4 Her 2014 da 09:21 (UTC)[respont]
Er pennad-se (Sav-Heol (Reter-Nesañ)) em eus meneget e veze graet gant "Levant" dre vras en holl yezhoù all (a-orin europek). Gwall gozh eo an amprest "Levant" e saozneg avat gant ar ster-se [8]. Marteze e teu ar c'hembraeg lefant diwar ar saozneg. Un hent all a zo bet kemeret gant ar brezhoneg (moarvat dre ma oa "levant" ur ger aes da gompren).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Her 2014 da 11:58 (UTC)[respont]

Islamour pe islamek?[kemmañ ar vammenn]

Ya, gwelloc'h e kavfen ober gant "islamek", war skouer ar pezh a gaver er Wikipediaoù all ("islamic" ha n'eo ket "islamist"). Daoust ma c'hallfe ur ger "islamour" bezañ anv-gwan, evel "komunour" pe "sokialour". --Llydawr (kaozeal) 17 Gwe 2014 da 16:20 (UTC)[respont]
Ya, en implij ar gerioù-se evel anvioù-gwan eo emañ an dalc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gwe 2014 da 17:04 (UTC)[respont]

Islamic State of Iraq and the Levant[kemmañ ar vammenn]

I hope its OK writing something here in English. Various arguments regarding naming have been presented regarding the name used for the English article en:Islamic State of Iraq and the Levant and, if of interest, a listing of related discussions can be found at en:Talk:Islamic State of Iraq and the Levant#Moratorium on Requested Moves. Gregkaye Gregkaye (kaozeal) 4 Du 2014 da 08:09 (UTC)[respont]