Kaozeal:Roll anvioù brezhonek ar strollegezhioù publik
Brav ar bajenn ! Daou dra 'm eus kavet abeg enno memestra : daoust ha Kergustentin zo anv brezhonek Istambul ? Ne gredan ket, stumm brezhonek Konstantinoupolis eo din-me, stumm kozh ha stumm gresianek anv ar gêr-se kentoc'h, met e brezhoneg a-vremañ e reer aliesoc'h gant Istamboul pe un dra bennak a seurt-se, neketa ?
En hevelep doare, ne gredan ket e vije Al-Quds stumm lec'hel Ierushalaim, daou stumm ofisiel, unan en hebraeg, eben en arabeg, eo kentoc'h, nann ?
--Lekemok (kaozeal) 27 Mae 2020 da 06:46 (UTC)
- Anv ar pennad ne glot ket gant ar pezh zo e-barzh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Mae 2020 da 07:43 (UTC)
- Nann, tamm ebet. Petra eo ar pennad-mañ a-benn ar fin ? Ur roll anvioù-lec'h estren brezhonekaet, war a seblant. --Llydawr (kaozeal) 1 Mez 2020 da 19:52 (UTC)
Perak ez eus anv eus ar strollegezhioù publik ?
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj, ne vije posubl sevel roll klok al lec'hanvioù brezhonekaet er bed, setu perak em eus kroget gant ar strollegezhioù publik (broioù bihan-tre, kêrioù ha tolpadoù-kêr). Pelloc'h e vo savet rolloù all. Marteze e kaver e vije gwelloc'h sila~brezhonekaet. Posubl e vije ober un adkas. --Ch. Rogel (kaozeal) 27 Mae 2020 da 16:55 (UTC)
Perak e kred tud bezañ ar re oueziekañ pa ne c'hellont ket tapañ an holl anaoudegezhioù, anat deoc'h ?
[kemmañ ar vammenn]N'on ket plijet pa welan m'eo bet lamet Evrog hag Evrog Nevez (New-York) eus renabl ar furmoù kinniget pe implijet evit anvioù brezhonek ar strollegezhioù. Spi em eus ne laka ket an daolenn-mañ evit hini ar reolennoù da heuliañ. Un ostilh evit kompren an testennoù kozh ha nevez, ne lavaran ket.
Alc'houezh : ar furmoù-se a vez kavet e-leizh e skridoù Youenn Olier ha tud all eus e rummad (Eburacum > Evrog). Hervez ar Wikipedia saoznek e teu Eburacum eus anv keltiek an ivin, an ivineg, eta. Ch. Rogel (kaozeal) 10 Meu 2024 da 14:38 (UTC)
- E touez an dud o deus roet o ali amañ e kaver Evit Evrog, ne gredan ket e c'hellfe bezañ degemeret e brezhoneg. --Ch. Rogel 4 Ebr 2006 da 22:23 (UTC). Pep hini a c’hell cheñch ali, met da nebeutañ e vefe ret hen lavarout. Huñvreüs (kaozeal) 10 Meu 2024 da 16:27 (UTC)