Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Remengol (ar Faou)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Cheñchet eo bet titl ar pennad Rumengol gant unan eus hor c'henlabourerien, hep nemeur a zisplegadenn ("reizhañ skrivadur"). Ret eo derc'hel soñj eus reolennoù diazez Wikipedia ha klask kaout kenasant kenlabourerien all a-raok kemm un titl. Dreist-holl pa weler e oa bet kavet mat an titl "Rumengol" gant an dud a oa bet o labourat war ar pennad-se betek-henn ([2]). "Itron Varia Rumengol" eo anv ar c'hantik brudet ([3]) koulz hag "Itron Varia Remengol", ha "Rumengol" ivez eo a lenner er skridoù (geriadur Roparz Hemon hag all, hag all). Da c'hortoz gouzout hiroc'h war an abegoù a c'hallfe bezañ da gemm ha da c'hortoz kaout asant kenlabourerien all, e rankfed mirout an titl evel ma oa. --Llydawr (kaozeal) 8 Gou 2013 da 06:40 (UTC)[respont]

A-du, evel-just.82.127.91.29 8 Gou 2013 da 15:51 (UTC)[respont]
Mat e vije lakaat sklaer ar reolenn hag a rankfe talvezout evit an holl hiviziken: kemm ebet en anvioù ar pennadoù hep kaozeadeg a-raok. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Gou 2013 da 16:12 (UTC)[respont]
Displeget eo bet gant Implijer:Trec'hlid mitonet a belec'h e teue ar stumm lakaet gantañ. Trugarez dezhañ. Un druez eo memes tra n'en dije ket graet an dra-se A-RAOK kemm an titl, er bajenn Kaozeadenn hag a zo graet evit se. Ha ne c'haller ket chom hep menegiñ ar stumm all, Rumengol. Lakaet em eus skouerioù amañ dindan. --Llydawr (kaozeal) 9 Gou 2013 da 10:44 (UTC)[respont]

Remengol[1]

  1. Ofis Publik ar Brezhoneg: KerOfis [1]; Kartenn Breizh Ofis ar Brezhoneg Blay Foldex 2003; Lec'hanvadur Breizh, Skol Uhel ar Vro, 1993, p.72; panelloù-hent war al lec'h...; gwelet ivez Yann-Vari ar Skourr, "Barz Itron Varia Remengol", "Cloarec Remengol" hag e skridoù "Salud da Remengol" (wikimammenn) hag "Ann Itroun Varia Remengol hag he felerined" (wikimammenn), hag e levrioù "Telenn Remengol" (1868), "Gwerziou Remengol" (1867). Pe c'hoazh «Ilis miraculus an Itron Varia Remengol savet gant ar Roue Gralon goude ma oa beuzet kær Is», Lannuon, c.1860, a gaver ennañ "Kantic spirituel en enor d'an Itron Varia Remengol, patronez Breiz-Izel", "Peden d'an Itron Varia Remengol", "Induljançou Remengol", "Medalen an Itron Varia Remengol". «Du-hont, e memor a ghear Is, Me a raï sevel eun Ilis, Hag evit testeni d'an oll, M'he galvo Ilis Remengol!» (Gwerz Kêr-Iz, Olier Souetr).

Rumengol[1]

  1. Nouveau dictionnaire français-breton Roparz Hemon, Supplément lexico-grammatical au Dictionnaire pratique français-breton du Colonel A. Troude, gant J. Moal, 1890, p. 25, Geriadur ar Brezhoneg a-vremañ F. Favereau, gant meur a zistagadur, Buhez ar Sent Perrot (Wikimammenn), Kantik Itron Varia Rumengol, Istor Hañveg, gant Herve ar Menn

N'haller ket lakaat war ar memes renk, evel m'eo bet graet gant Llydawr bremañ, ar stumm "Remengol" hag hini "Rumengol". An hini kentañ en deus un implij (dam)ofisiel (panellerezh da skouer), hag an eil n'en deus ket, ouzhpenn bezañ adkemeret diwar ar skrivadur ofisiel gallek a zo deuet diwar ur falsetimologiezh gant run (ma fizier e studiadenn Bernard Tanguy da skouer) ha na glot ket gant distagadur brezhonegerien ar vro.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Gou 2013 da 11:51 (UTC)[respont]

Lemel a ran kuit "Kantik IV Rumengol" pa gaver "Kantik Itron Varia Remengol" gant J. Ollivier (Catalogue bibliographique de la chanson populaire bretonne sur feuilles volantes, Annales de Bretagne, levr. 1939, p.161, niv.649B), ul labour a fiziañs.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Gou 2013 da 12:19 (UTC)[respont]
Moarvat 'peus gwelet ivez, en hevelep oberenn "Kantik d'ann Itron-Varia-Rumengoll" (Catalogue bibliographique de la chanson populaire bretonne sur feuilles volantes, Annales de Bretagne, levr. 1938, p.303, niv.201). Kement-se ne brou nemet un dra : an daou stumm "Rumengol" ha "Remengol" a gaver er skridoù. Arabat e vefe klask kuzhat an dra-se. N'eo ket klask o "lakaat war ar memes renk" a ran, met reiñ an traoù da c'houzout d'al lennerien. --Llydawr (kaozeal) 9 Gou 2013 da 15:49 (UTC)[respont]
Mantrus eo gwelet dasorc'hiñ "stummoù tasmant" a zo bet diskouezet e oant stummoù gaou. Ur meneg e-barzh ur rannbennad diwar-benn an anv a vefe bet a-walc'h. Dilemel daveennoù 'zo evel ma'z peus graet n'eo ket gwall reizh. Degadoù ha degadoù a stummoù tasmant all (*Kerahes, *Sant-Gwazeg...) a c'halli kavout dre ar skridoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Gou 2013 da 16:19 (UTC)[respont]

War a seblant e oa mat ar stumm "Remengol" e 2006, pa lenner an dra-mañ: [4].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Eos 2013 da 16:21 (UTC)[respont]