Remengol (ar Faou)
Neuz
(Adkaset eus Rumengol)
Ur pennad Remengol zo ivez.
Remengol[1] pe Rumengol[2], a oa betek 1971 ur gumun eus Breizh e departamant Penn-ar-Bed, nepell diouzh Kastellin, stag bremañ ouzh kumun ar Faou.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un drev eus parrez Hañveg e oa gwechall-gozh, a-raok dont da vezañ ur barrez distag eus eskopti Kerne.
- 1790: dont a reas Rumengol da vezañ ur gumun. E kanton Daoulaz hag en arondisamant Brest e oa.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar c'hure, Le Cap e anv[3].
- Mervel a reas 27 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,70% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
- Mervel a reas tri den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
Stagidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ul lodenn eus kumun ar Faou eo abaoe 1971, e kanton ar Faou eta.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brudet eo iliz katolik Remengol, gouestlet d'an Itron Varia, lesanvet "Itron Varia Remed-holl". Savet e e oa bet er XVIvet kantved, war aspadennoù un ti-pediñ a oa bet savet eno gant ar roue Grallon ha sant Gwennole, hervez a gonter. Ur pardon a vez graet eno, div wech ar bloaz, da Sul an Drinded ha da vare Gouel Maria Hanter-Eost.
-
An iliz.
-
Itron-Varia Remed-holl.
-
Brudet e oa pardonioù Remengol gwechall (kartenn-bost eus 1903).
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel evit hini Remengol, kumun er Mor-Bihan eo diasur orin an anv. Ar furm ofisiel implijet e galleg, «Rumengol», ha na glot ket gant distagadur tud ar vro e brezhoneg, a zeu diwar ur falsetimologiezh gant an elfenn run (torgenn)[6] (stummoù kozh: «Remungol» e 1173 ha 1536, «Remengol» e 1651).
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg [1]; Panelloù brezhonek en antre ar vourc'h; Roparz Hemon, Ronan Huon, Dictionnaire breton-français, français-breton, Al Liamm, 1997, p.1364b; gwelet ivez Yann-Vari ar Skourr, "Barz Itron Varia Remengol", "Cloarec Remengol" hag e skridoù "Salud da Remengol" (wikimammenn) hag "Ann Itroun Varia Remengol hag he felerined" (wikimammenn).
- ↑ Nouveau dictionnaire breton-Français Roparz Hemon ; Kantik Itron Varia Rumengol
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 46
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ B. Tanguy; Dictionnaire des noms de communes du Finistère, 1990, p.193.