Kaozeal:Plasenn Ruz
Neuz
Pennad talvoudus hag holloueziadurel ha dellezek da vezañ war ar WP brezhonek. Un nebeud traoù yezh am boa cheñchet ha displeget war bajenn gaozeal an implijer. Koulskoude en deus kavet mat mont da adlakaat traoù a gavan-me faziek:
- evel adlakaat an nann-kemmadur K/G war-lerc'h "da" «*da kreiz Rusia».
- Adlakaat kaoz da e-lec'h kaoz eus. Me 'gave din betek neuze e veze graet gant kaoz eus (+anv) ha kaoz da (+verb) e brezhoneg. (Nemet e vije bet komprenet a-dreuz ganin, hag e oa diwar ar galleg à cause de ha neket ur c'hevatal eus "ez eus anv eus..."? Neuze e vefe bet gwelloc'h ober gant "abalamour da" pe "en askont da"...)
- salmenniñ evit galleg "haranguer". Gwelloc'h e vije bet chom gant ster geriadur RH evit hemañ (injurier), pa'z eus bet graet ur mell sotoni gant FF en e c'heriadur. Dont a ra ar ger eus geriadur Gregor Rostren: "salmenni: chanter des injures de harangeres". Petra eo "harangère" ma n'eo ket ur varc'hadourez harinked, ur varc'hadourez pesked? Netra da welet gant "haranguer"...
- Ne glaskin ket adlakaat ar gaoz war treuzlizherennadur ar c'hirillek. An doareoù etrebroadel a laka kemm etre "i" kensonenn hag "i" vogalenn da skouer (An dra-mañ 'zo ivez e brezhoneg daoust m'eo kamm ar sistem: pa lakai a zo, pa lakay a zo ivez ha n'eo ket ar memes tra).
--Trec'hlid mitonet 20 Gen 2012 da 09:14 (UTC)
- Lakaet em eus kaoz eus e-lec'h kaoz da.
- Evit ar pezh a tenn d'ar c'hemmadur dre vlotaat goude da, evel en deus lâret Bianchi-Bihan e lârer e brezhoneg mat : mont da marc'had Gwengamp, peogwir eo muioc'h "dedennet" ar ger marc'had gant Gwenganp eget da. N'on ket sur eo ret skrivañ greiz amañ eta. Marteze e faziomp, ret vefe gwellout e-barzh ur yezhadur bennak (ma hini n'eo ket ganin).
- Ma gav un den bennak un gêr all evit treiñ "haranguer" e vo degemeret mat.
--Arko 4 C'hwe 2012 da 15:26 (UTC)
- «evel en deus lâret Bianchi-Bihan e lârer e brezhoneg mat: mont da marc'had Gwengamp,»
- Gwelloc'h eo lenn kement-mañ eget bezañ anlizherennek.
- Gwir eo e c'haller lenn ar skouer-mañ ivez er Wikeriadur (gant Bianchi Bihan bepred) [1] (hag amañ, evel ur bern brezhonegerien all, em bije-me lavaret kentoc'h: "Diriaou diwezhañ e oan bet e marc'had Lannuon" (nemet ne vijen ket distro c'hoazh)
- Petra ha piv krediñ neuze, pa weler ar pezh a zo amañ dindan, tud brudet evit bezañ brezhoneg fall ganto eta (savet int bet e brezhoneg, lod en XIXvet kantved):
- «hac a c'hê eur wech ar zun da varc'had Lannuon» ("Tro Mari-Job ar Gergeno", kontadenn bobl dastumet e Perroz gant Anatol ar Braz)
- «he boutegad meskl ha rigadell evit mont d'o gwerzhañ da varc'had Plistin» (Fañch al Lae, Bilzig, p. 129).
- «Antronoz boutaouer-koad Sant-Tei hag e voutaouerez a yeas da varc’had Douarnenez da werzhañ yer ha vioù» (Ivon Krog, ur sac'had marvailhoù, p. 120.)
- «Pa zeuent gant o c'hirri da varc'had Kemper-Kaourintin» (Jakez Riou, Troioù-kaer Alanig al Louarn)
- «War e gein eñ ’zoug ken aes / Ur bisac’had karotez / Da vont da varc’had Kemper» (Anjela Duval, Izabel)
- «Emañ hirie ar yaou ha me 'zo o vont da varc'had Lannuon» (Maria Prat, Paotr an artichao)
- «Soaz a zo aet da varc'had Lannuon» (idem)
- «d'ar yaou aent da varc'had Lannuon da werzhañ o jibier» (Fañch Peru, Litanioù an Evned)
--Trec'hlid mitonet 4 C'hwe 2012 da 20:13 (UTC)
- Me ne ran forzh ebet eus ar gaoz-se. Daou zoare zo, hag an daou zo mat din, ne gemerin ket perzh en tabut. Un draig avat: mat e vije lakaat ar skouerioù meneget er wikigeriadur a zo graet evit se. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2012 da 09:07 (UTC)
- Ne gav ket din e c'haller lavaret ez eus «daou zoare». Ne lavarer ket: "mont
da pardonKolloreg", "mont dakêr-Gemper", kement ha ma ouzon...--Trec'hlid mitonet 6 C'hwe 2012 da 16:30 (UTC)- Mat eo, mat eo, "da greiz Rusia" neuze. Hag ur c'hinnig az peus evit "haranguer"? --Arko 5 C'hwe 2012 da 19:13 (UTC)
- Ne gav ket din e c'haller lavaret ez eus «daou zoare». Ne lavarer ket: "mont
- Me ne ran forzh ebet eus ar gaoz-se. Daou zoare zo, hag an daou zo mat din, ne gemerin ket perzh en tabut. Un draig avat: mat e vije lakaat ar skouerioù meneget er wikigeriadur a zo graet evit se. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2012 da 09:07 (UTC)
Resisadurioù
[kemmañ ar vammenn]- Ma kaver si pe si, er wikipedia evel er wikigeriadur, e c'haller kemmañ atav. Er wikigeriadur eo mat berniañ ar skouerioù mat, ha tennañ ar re fall, pa weler unan .
- Un evezhiadenn db ar frazenn-mañ: Gwir eo e c'haller lenn ar skouer-mañ ivez er Wikeriadur (gant Bianchi Bihan bepred) [1] (hag amañ, evel ur bern brezhonegerien all, em bije-me lavaret kentoc'h: "Diriaou diwezhañ e oan bet e marc'had Lannuon" (nemet ne vijen ket distro c'hoazh).
- N'eo ket peogwir e c'haller lavarout "Diriaou diwezhañ e oan bet e marc'had Lannuon" n'haller ket lavarout "Diriaou diwezhañ e oan aet d'ar marc'had"
- An hini a oa aet en deus bet amzer da zistreiñ, evel an hini a oa bet. Pa oa aet Napoleon da Egipt, Rusia, pe Enez Elba, ne oa ket chomet eno.
- Dilun e oan aet d'ar marc'had, hag en em gavet en ospital. Din eo brezhoneg mat. N'eo ket erruet an den er marc'had. Ha marteze n'eo ket chomet en ospital abaoe.
Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2012 da 11:47 (UTC)
- Gwelet Jules Gros levr II p. 46.--Trec'hlid mitonet 6 C'hwe 2012 da 16:31 (UTC)
Ya. Hep ankouaat gwelout Jules Gros levr II p. 358/9 ha 360/1/2... ivez.
- Pa oan aet da zispakañ anezho
- War da droad e oas aet di?
- Me a oa aet droug ennon.
- Hi a oa aet en he c'hoazez
- Ni a oa aet a-drivilh ouzh ar c'hostezioù.
- Da betra e oas aet d'ober se?
- Ni a oa aet a-dreuz
- Me a oa aet da-heul.
Ha mont a ran da lakaat ar skouerioù-se er wikigeriadur. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2012 da 16:55 (UTC)
- Just a-walc'h, Jules Gros a ziskouez mat, da skouer ar c'hemm, etre "mont droug ennañ" ha "bezañ droug ennañ".--Trec'hlid mitonet 6 C'hwe 2012 da 17:13 (UTC)
Ne gredan ket em bije lavaret ar c'hontrol neblec'h.
- Pa lennan :Mari a oa aet ruz. TBP 2/362, ne gredan ket eo chomet ruz gwall bell.
- Pa lennan:War da droad e oas aet di? ne gredan ket e c'hallfe an den goulennataet bezañ chomet eno. Neuze? Neuze ne gredan ket em bije gwelet arguzenn ebet kontrol d'ar pezh a lavaren er rannbennad-mañ.