Kaozeal:Monal Himalaya

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ha petra eo ur "monal" e brezhoneg ?--Prieladkozh (kaozeal) 26 Gwe 2015 da 17:40 (UTC)[respont]

Ul lofofor? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gwe 2015 da 20:58 (UTC)[respont]
Amañ emañ ar respont : https://en.wikipedia.org/wiki/Monal. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gwe 2015 da 21:00 (UTC)[respont]
Ya, gwelet em boa : titl an darn vrasañ eus ar pennadoù boulc'het gant an implijer Couiros22 a vez troet diwar ar saozneg, hep klask muioc'h, 'm eus aon...--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 08:17 (UTC)[respont]

'Monal' eo an anv henvroat; gwelit kalz bajennoù er yzhoù all... --Couiros22 (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 08:50 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ivez, ya, N'ho pez ket ezhomm, bep tro, da skrivañ ar pezh ez on barrek a-walc'h da gavout ma-unan er pennadoù all. N'eo ket peogwir e oa bet dibabet "Himalayan monal" gant ar saoznegerien ez eo ret ober heñvel e brezhoneg. Perak an diaoul e klaskit treiñ titl ho pennadoù diwar ar saozneg atav ? Bet dibabet "Lophophore resplendissant" gant ar c'hallegerien : perak 'ta ne vefe ket ken reizh ober gant un droidigezh eus "Lophophore resplendissant", da skouer ? Ha bezañ ez eus eus ar ger "monal" en un destenn bennak e brezhoneg o testeniekaat anezhañ evel ur gwir zave skiantel ?--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 09:10 (UTC)[respont]

N'eo ket diaes da glask bajennoù all evel diskouezet dija (!)

https://de.wikipedia.org/wiki/Glanzfasanen
https://es.wikipedia.org/wiki/Lophophorus_impejanus --Couiros22 (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 09:19 (UTC)[respont]

"N'eo ket diaes klask pajennoù all [...] (!)" mar plij ganeoc'h. Dres pezh emaon o paouez skrivañ deoc'h ! Gwech ebet ne respontit d'ar goulennoù eeun savet ouzhoc'h ha peadra 'zo d'en em c'houlenn ha kompren a rit anezhe, e gwirionez...
Ha bezañ ez eus eus ar ger "monal" en un destenn bennak e brezhoneg o testeniekaat anezhañ evel ur gwir zave skiantel ? ur wech ouzhpenn.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 09:56 (UTC)[respont]

Ha perak mont gant "Monal an Himalaya" tra ma oa bet krouet Bleiz Himalaya, Gup Himalaya ha Moregan Himalaya :
TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg
loup de l'Himalaya | bleiz Himalaya | g. | bleizi Himalaya | Canis himalayensis (étudié)
marmotte de l'Himalaya | moregan Himalaya | g. | moreganed Himalaya | Marmota himalayana (étudié)
vautour de l'Himalaya | gup Himalaya | g. | guped Himalaya | Gyps himalayensis (étudié) ?--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 10:07 (UTC)[respont]

Fell deoc'h ket nevezc'herioù siwazh m'eus aon; pa vez 'monal' e kalz yezhoù all, perak ket e brezhoneg? Ret eo da ziplegañ... --Couiros22 (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 10:11 (UTC)[respont]


Phasianus impejanus eo an anv roet gant John Latham en e Index Ornithologicus ; diwezhatoc'h e voe lakaet Lophophorus e-lec'h Phasianus marteze, mard eo eus an hevelep labous e komzer ; en enor da Lady Mary Impey (1749-1818) e voe anvet impejanus.
Mar klasker orin ar ger « monal » e kaver e teu eus unan eus ar gerioù sanskrit niverus evit "evn" hag e talvez da envel al labous-se en India, er Stad Uttarakhand (arouez ar Stad eo), en unan eus ar yezhoù Bhoti, Buksa, Garhwali, Jaunsari, Kumaoni, Nepali, Punjabi, Raji, Rawat pe c'hoazh Tharu a gomzer er vro ; n'on ket deuet a-benn da vont pelloc'h en enklask dre an Internet... Labour zo !
Ar pezh a c'haller kendastum eo : reizh e vefe « monal » e-keñver annezva al labous ; dav eo resisaat ha Lophophorus pe Phasianus a ranker lakaat e latin, peogwir e oa bet anvet Phasianus gant J. Latham a zo meneget er voest ; biskoazh n'eo bet deskrivet al labous-se e brezhoneg. 90.32.29.116 28 Gwe 2015 da 11:11 (UTC)[respont]


Sklaer ken ez eo !--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 11:18 (UTC)[respont]

Ar pezh n'en deus ket miret ouzh an italianegerien d'ober gant Lophophorus impejanus (https://it.wikipedia.org/wiki/Lophophorus_impejanus), ar bortugalerien gant Lophophorus impejanus (https://pt.wikipedia.org/wiki/Lophophorus_impejanus) hag ar spagnolegerien gant Lophophorus impejanus (https://es.wikipedia.org/wiki/Lophophorus_impejanus) koulskoude...--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 11:25 (UTC)[respont]
Titouroù faos. Sellit ouzh ar pajennoù ha gwelit e vez graet gant lofoforo splendido en italianeg, faisão-do-nepal pe faisão-resplandecente e portugaleg, ha monal colirrojo e spagnoleg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 11:33 (UTC)[respont]
ha n'on ket sur e vefe sellet da gorbellañ; 'monal' n'eo nemet un derevadur stummet ha n'eo sellet da virout ar memes ster eget 'munāl'. --Couiros22 (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 11:47 (UTC)[respont]
Ha perak ne vefe ket kenkoulz "Lofofor skedus" diwar skouer Ketzal skedus, bet savet... ganeoc'h (26 Mez 2015 da 16:13) ? Gant un nevezc'her "lofofor" eus an dibab, 'zo kaeroc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 11:57 (UTC)[respont]
- Rak gwelloc'h eo da zibab an anv henvroat, evel anvioù kêrioù da skouer. --Couiros22 (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 12:09 (UTC)[respont]
- lofofor skedus: pléonasme
"- Rak gwelloc'h eo dibab an anv henvroat, [...]." mar plij ganeoc'h. - lofofor skedus: pléonasme : ha perak 'ta ?--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 12:18 (UTC)[respont]
Rak lophophorus eo anv kerentiad Glanzfazan... met gwir eo ma 'skedusañ' e-touez e kerentiad eo ar spesad, hag neuze n'eo ket ur relavar. --Couiros22 (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 12:30 (UTC)[respont]
Ret e vo deoc'h ma digareziñ rak n'em eus komprenet takenn... :-(--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 12:50 (UTC)[respont]

N'eus relavar ebet e *lofofor skedus, rak kement ha "kupennek" e talvez lophophore (1827, diwar gr:lophos "kupenn" ha -phoros "dougen") ; kement ha "skedus" e talvez de:glanz.
Neuze, perak na lakaat « Kupenneg Himalaya » (Lophophorus impejanus), « Kupenneg Sclater » (Lophophorus sclateri) ha « Kupenneg Lhuys » (Lophophorus lhuysii) evit an tri spesad Lophophorus a zo, en ur zisplegañ bewech orin an anv skiantel ? 90.32.29.116 28 Gwe 2015 da 13:31 (UTC)[respont]


Sed amañ ar seurt kaozeadennoù ha kinnigoù a dlefe c'hoarvezout bepred a-raok mont da grouiñ ur pennad bennak a-dizh, dreist-holl pa vez kaoz eus danvezioù skiantel...--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 13:49 (UTC)[respont]
Meur a evn "kupennek" a zo (ar Godog kupennek hag ar Gornigell gupennek da skouer), ha hemañ n'eo ket kalz kupennekoc'h eget reoù all, ar paun paneveken, kar dezhañ. Monal a zo un anv hag a zo bet degemeret e belaruseg, esperanteg, iwerzhoneg, katalaneg, lituaneg, marieg, rusianeg, saozneg, spagnoleg, svedeg, ukraineg, ha marteze yezhoù all c'hoazh ha n'on ket barrek da zigejañ...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 13:54 (UTC)[respont]
Dav eo din bout sklaer :
  • mat eo "Monal Himalaya" da anv brezhonek al labous, gant ma vo displeget orin an anv, pa n'eus ket ur ger brezhonek anezhañ ;
  • mar bez reolennoù diabarzh ar Wikipedia brezhonek o verzañ e vefe degaset nevezc'herioù goveliet war ar prim, ar pezh a vefe reizh, koulz ober gant « Kupenneg Himalaya » ha displegañ ez eo "kupenneg" troidigezh vrezhonek an anv skiantel Lophophorus, gant kement resisadenn a ve rekis ;
  • meskañ an daou a c'haller ober ivez : Monal Himalaya, ma roer an anv skiantel hag e droidigezh e brezhoneg, heuliet gant orin ar ger « monal » ;
  • chom gant an anv skiantel hepken.
90.32.29.116 28 Gwe 2015 da 14:12 (UTC)[respont]
Ha na rit ket bil : sklaer oc'h ! Setu diverret an traoù evel m'edon o klask hen ober d'an implijer Couiros22. Emichañs e teuio implijerien all da reiñ o ali, pa vefent a-du pe a-enep evel-just...--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 14:55 (UTC)[respont]

Kavout a ra din ez eo poellek ken ez eo dibab an italianegerien, ar bortugalerien hag ar spanolegerien : Lophophorus impejanus da ditl ar pennad ha gerioù dezhe — lofoforo splendido o lofoforo himalayano, faisão-do-nepal ou faisão-resplandecente ha monal colirrojo — ennañ.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gwe 2015 da 15:06 (UTC)[respont]

Kentañ tra zo d'ober, a-raok mont pelloc'h, eo kemm titl ar pennad e "Mona Himalaya" diwar skouer pennadoù all savet kent : Bleiz Himalaya, Gup Himalaya ha Moregan Himalaya. Emichañs ne vo ket nac'het gant an implijer Couiros22 dre m'en devoa kemeret perzh en daou anezhe...--Prieladkozh (kaozeal) 29 Gwe 2015 da 07:39 (UTC)[respont]