Kaozeal:Korn (disheñvelout)
Neuz
O vont da labourat amañ e oan adarre met pa welan petra zo bet graet d'ar bajenn... peadra da zigalonekaat. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2007 da 17:25 (UTC)
Setu ma labour: echu ganin, n'hallan ket c'hoari evel-se:
[kemmañ ar vammenn]Korn (kerniel, kern, kornioù el liester) zo ur ger, gourel, a c'hell bezañ :
- e skiant ar gorfadurezh, ur greskenn, kalet ha begek, a deu a-vihanik war bennoù loened zo, bronneged pe amprevaned; daou gorn heñvel a vez peurvuiañ a bep tu d'ar penn gant ar bronneged. Sellout ouzh korn (loened);
- kornioù-talmeta pe kornioù-tastorn a vez graet ouzh an traoù damheñvel a weler war bennoù an amprevaned
- binvioù heñvel pe damheñvel o stumm ouzh korn ur vuoc'h,
- ar c'horn-boud, a ra ur son boud
- ar c'horn-bual, a zo damheñvel
- ar c'horn-butun, a dalv da vutunat,
- ar c'horn-evañ, da evañ
- ur c'horn-galv, pe kloc'h-galv a vez sonet pa vez ret diwall (ouzh an tan, lakaomp)
- ar c'horn-hemolc'h pe an trompilh-hemolc'h
- ar c'horn-liv, a veze lakaet ennañ liv da skrivañ
- ar c'horn-selaou, a veze gant tud ponnerglev
- ar c'horn-seniñ, ur benveg-seniñ dre c'hwezhañ, el lazioù-seniñ, sellout ouzh korn (benveg-seniñ),
- kornadeg a vez pa vez meur a gorn o seniñ a-unan, kornadenn pa ne vez nemet unan;
- ur c'hornour zo un den a son gant ar c'horn, pe ar c'horn-seniñ;
- ar c'horn-youc'hal, pe uhelgomzer
- korn ur c'harr-tan: kornial a vez graet gantañ;
- ur stumm er ventoniezh, div vevenn dezhi, sellout ouzh korn (mentoniezh)
- ul lec'h en ur sal, heñvel ouzh ar stumm-se: pevar c'horn a vez peurvuiañ en ur sal; kogn zo ur ger all heñvelster
- ur c'horn-bro, pe ur c'hornad, pe ur c'hornad-bro, ur c'hornad-douar,
- ar c'horn distro, unan eus anvioù ar staotlec'h
- ur c'horn-tro, pe tro-gorn, pe pleg-hent
- korntroiañ zo mont dre ar c'horntroioù zo war an hent
- un ti-korn zo un ti en ur c'horn (korn ur blasenn, lakaomp)
- anvioù rannoù zo eus ar c'horf a zo savet gant ar ger korn:
- ur pesk mor eus ar c'herentiad Triglidae, sell ouzh korn (pesk); bez ez eus ivez pesked eus ar memes kerentiad dezho anvioù evel
- ur strollad sonerezh neo-metal stadunanat, sellet ouzh KoЯn
- e douaroniezh, korn Afrika, an anv a reer eus ar rannved ennañ Somalia, Ethiopia, Eritrea ha Djibouti.
Gerioù deveret
[kemmañ ar vammenn]- Ur c'horneg a zo un anv all roet d'un dogan;
- Gwiskañ ar boned kornek zo bezañ dogan.
- Ar wern-gorn, war ur vag
- Digorniañ ur vuoc'h zo troc'hañ he c'herniel outi
- Sellout a-gorn n'eo ket sellout eeun.
Gerioù kar
[kemmañ ar vammenn]- Horn, ar ger saoznek a gaver er C'hab Horn hag e meur a lec'h all er bed saoznek hag er bed alamanek.
bg:Хорн da:Horn de:Horn (Begriffsklärung) en:Horn eo:Korno es:Cuerno (desambiguación) fr:Corne hr:Rog (razdvojba) lt:Ragas (reikšmės) nl:Horn no:Horn sk:Horn Bianchi-Bihan 22 Ebr 2007 da 17:42 (UTC)