Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Ceres (korrblanedenn)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Keres eo bet lakaet an doueez. Ceres ar blanedenn? Iskis.Bianchi-Bihan 13 Gen 2007 da 18:26 (UTC)[respont]

Sell amañ [1], hag e weli ne vez kavet "k" ebet en anv-mañ e yezh ebet er bed (nemet ar japaneg war a seblant en treuzlizherennadur, met ne vez ket skrivet gant lizherennoù latin).Iskomandant Marc'heg 15 Gen 2007 da 17:23 (UTC)[respont]

A-enep ar peurunvan?

[kemmañ ar vammenn]

En em soñjomp ur vunutenn.

  1. Skrivomp "c" e brezhoneg eta: n'eus ket kalz gerioù o kregiñ gant al lizherenn-se c'hoazh, met n'eus nemet kregiñ, hag an abretañ ar gwellañ. Penaos e vo da zistagañ: evel e kembraeg pe evel e galleg? "k" pe "s"?
  2. Yezh ebet er bed? Un anv latin eo. Me gred (met faziañ a c'hallan) e vez (pe e veze) distaget "k" gante. Met gwir eo n'emañ ket ar brasañ niver bremañ gant al latinegereien ha n'o deus nemet ober evel ar re all, ha distagañ "s", ma ne reont ket c'hoazh.
  3. Peurvuiañ, pa vez distaget "s", e vez skrivet "s" e brezhoneg. Kemmet e vo ar reolennoù-se? Abalamour da ur ger?
  4. Peurvuiañ, pa vez distaget "k" e vez skrivet "k". Ur son all e vo gant "c"?
  5. Me grede e plegemp d'ar peurunvan amañ. Met ma kerez ez aimp hon-daou da ginnig ur sistem nevez.

A galon. Bianchi-Bihan 15 Gen 2007 da 17:49 (UTC)[respont]

Me am bije graet gant "Keres" (pe "kerez" evel "Gweltaz" hag evel ar frouezhenn... rak e peurunvan e reer kentoc'h gant kensonennoù mouezhiet e dibenn anvioù-kadarn keta?!). N'eo ket gwir avat ne vez ket implijet al lizherenn "c" e peurunvan (kavet e vez un nebeud gerioù dindan al lizherenn-se e geriadur an here, da skouer). Gwir eo ivez e vez implijet evit gerioù skiantel, etrebroadel pe estrajour - dres evel "Ceres" a lârfe lod. Neal (Kaozeal) 15 Gen 2007 da 18:10 (UTC)[respont]

Un anv-kadarn bennak oc'h echuiñ gant "s"

[kemmañ ar vammenn]
Gwalc'heris, tapis, batis; pres, tres; bus, lus, tus; puñs; bas, las, kas, tas; dañs, lañs; polos, tos, Skos...

Gerioù a grog gant "c" er geriadurioù brezhonek

[kemmañ ar vammenn]
Pet ger a grog gant "c" e geriadur an Here? 3? 4? Cow-boy (paotr-saout), corrida (redadeg tirvi), CD (sede/kantenn), curry (karri), coca-cola (koka-kola), coach (karr-boutin), coït (embarañ)?
Ret eo ober gant "x" ivez? Abalamour da betra? Taksi pe marksour? Examen pe sexuel? Ha peurunvan eo c'hoazh?
Me ne ran forzh gant ar skritur, ha n'em eus votet evit skritur ebet. Met pa vez laret e lakan reuz gant gregach, ur ger zo er geriadur, ha pa welan re all o kemm ar peurunvan santel, a zo bet lakaet da ziazez, e kavan fentus + o welout n'eo ket reuz tamm ebet.
Arabat komz eus peurunvan ken neuze.
Eus ar c'hentañ. Qué lindo!

Bianchi-Bihan 15 Gen 2007 da 18:35 (UTC)[respont]

A-du penn-da-benn gant Bianchi-Bihan. Ret vije lakaat Keres evel an doueez. Poellekoc'h ha brezhonekoc'h e vije. Benoni 15 Gen 2007 da 19:38 (UTC)[respont]

Arabat meskañ doueed ha planedennoù

[kemmañ ar vammenn]
  • Da'm soñj e vesker meur a dra amañ. Ur reizhiad skrivañ ar yezh vrezhonek eo ar peurunvan pik echu. N'emañ ket displeget e-barzh reolennoù ar peurunvan an doare da blediñ gant an amprestoù diwar ar yezhoù estren, dreist-holl evit an anvioù divoutin. Meur a ziskoulm a c'hall bezañ evel degemer anezho evel m'emaint er yezh orin, evel m'emañ ar boaz d'o skrivañ gant ar yezhoù zo en-dro deomp pe c'hoazh brezhonekaat ar skritur ha lakaat anezho da heuliañ reolenn skrivañ ar gerioù brezhonek. Se zo dibaboù n'o deus ket gwall dra da welet gant ar peurunvan. Hag amañ emaomp evit se just a-walc'h, degemer reolennoù dre genasant evit skrivañ gerioù n'int ket bet skrivet alies e brezhoneg betek-henn. Lec'h zo da bep hini da zegas e soñj hep na vije rebechet da hemañ-henn diskar ar peurunvan. Gouzout a oar an holl n'eo ket galleg al lizherenn "k". Ne vir ket e vez skrivet un nebeud gerioù gant al lizherenn-se er yezh-se hep freuziñ reizhskrivadur ar galleg evit kement-se. Evit ma c'helo n'on ket chalet ne glotfe ket rik anvioù ar planedennoù gant re an doueoù. Seurt diforc'hioù a gaver e yezhoù all ivez hag hengounioù skrivañ disheñvel a c'hall bezañ etre ar skiantoù, etre an istorourien hag ar steredoniourien. Fulup 15 Gen 2007 da 20:11 (UTC)[respont]
Ya, met ret eo bezañ poellek war un dachenn bennak. Evit ar mare eo bet brezhonekaet an anvioù planedennoù (betek re d'am soñj: gw. Neizhan e plas Neptun); setu perak e chomfe Keres gant ur "C"??? Dreist-holl pa 'z eus ur furm brezhonekaet dija evit an doueez!!! Benoni 15 Gen 2007 da 20:34 (UTC)[respont]

Keres n'emañ ket hec'h-unan

[kemmañ ar vammenn]
Evit Neizhan, piv a oar a belec'h e teu? Eus un deiziadur galianek kozh?
An doueez Keres n'emañ ket hec'h-unan:
Kitera, Kefalonia, ha re all,
Kelt (selt, ne vije ket bravoc'h? tostoc'h ouzh ar yezhoù all?) ::Kaezar (Cesar, evel just)
Alkides, Alkion, Alkibiades...
Gallout a rafen sevel ul listenn.

Bianchi-Bihan 16 Gen 2007 da 05:53 (UTC)[respont]

Un holloueziadur

[kemmañ ar vammenn]

Poentoù

  • Merzout a ran n'eus ket bet sellet mat eus al liamm am eus roet (adsellit mar plij, ha sellit penaos e vez skrivet gant ar yezhoù ne implijont ket al lizherenn "c").
  • Da blediñ hon eus amañ gant un anv divoutin (ha skrivet e vez Fidel Kastro  ? Jorj Deubeuliou Bouch ? Ha petra soñjal eus an doueez Tlahuizcalpantecuhtli (pennad Gwener) kavet dindan bluenn Bianchi Bihan er Wikipedia-mañ ?).
  • Roparz Hemon a lavar penaos distagañ "c" e brezhoneg : "tse" (yezhadur bihan p. 13). Hag e lavar Ni ne implijomp (C, Q, X) nemet a-wechoù en anvioù estren. (neuze 'ta, n'eo ket ""difennet").
  • N'eus ket "k" e kembraeg, koulskoude e skrivont Kenya. N'eus ket "c" en alamaneg, koulskoude e skrivont... Ceres (distaget tseres).Iskomandant Marc'heg 15 Gen 2007 da 20:36 (UTC)[respont]
Ya, met an holl yezhoù, koulz lavaret, a ra gant Neptun. Koulskoude n'out ket challet ober gant Neizhan. Ha da arguzennoù n'int ket gwall poellek: arabat meskañ an anvioù tud (da derc'hel er yezh orin, nemet pa vezont skrivet en ur skritur all) hag an anvioù douaroniel (hag a vez alies brezhonekaet an doare skrivañ evit ar re boutinañ). O vezañ m'eo deuet Keres da vezañ ur planedenn gorr, evel Ploudon, ez eo boutin a-walc'h. Ha Keres a zo memestra mil gwech aesoc'h da gompren eget Neizhan... Benoni 15 Gen 2007 da 20:50 (UTC)[respont]

Kompren? Me grede ne oa ket tra da gompren evit un anv divoutin. Dre asant ar re a ra ganto e teu ar "gomprenezon". Gwelloc'h e kavan Keres peogwir n'eo ket ar gresianeg ur yezh kevatal d'ar yezhoù modern. Kalz a dud o deus studiet yezhoù ar c'hlasoù hag e ouzont mat ez eus ur "kappa" e penn anv Keres daoust d'ar boaz droch a zo bet e Bro-C'hall lakaat anezhañ da vlotaat. Ma 'z afemp d'an tu gallek, mat e vije ober gant Seres.
Pa vez implijet stank anvioù an doueed gresian er steredoniezh, ret e vo dibab etre an doare gallek (treuzwisket e saozneg) hag an doare tostoc'h ouzh distagadur ar vrezhonegerien evit an doueed koulz hag ar planenedennoù ha ne vo ket div steudad anvioù kenstur kennebeut.
Ne welan ket petra a c'hell bezañ degaset gant ar yezhoù a-vremañ evit treuzlizherennañ anvioù an Henamzer. Ar brezhoneg a zo reolennoù treuzskrivadur dezhañ ha staliet mat peurvuiañ. --Ch. Rogel 15 Gen 2007 da 21:47 (UTC)[respont]

Ret eo gouzout:

  • pe ober evel er yezhoù all, pe darn anezho, ar galleg hag ar saozneg dreist-holl evel-just (ha ne reont ket heñvel atav ivez), ha neuze ne vo ket Ceres hepken, met Celte, César, Cythère, Céphalonie...
  • pe ober evel e brezhoneg: "k" pe "s".

Lakaomp a-gostez an anvioù tud estren, evel er yezhoù all: Castro, Cervantes, Cellini.

Met an anvioù planedennoù ha doueed (kozhik) n'int ket tre memes tra. Pe e reomp *gant an doare Ceres, a zo kempoell gant Jove ha Mercury,

  • pe gant Keres, ha war un dro gant Yaou ha Merc'her.

-Din-me n'haller ket distagañ ar ger "Ceres" (a deu hec'h anv eus crescere/kreskiñ) diouzh anvioù all an doueed, anvioù latin amañ (rak Demeter eo e gregach), anvioù gregach a-wechoù all, nag anvioù an douaroniezh : Kerigo, Kitera, Kiprenez...

-Evel-just, ne gredan ket e vije ret distagañ anvioù an doueed diouzh hini ar planedennoù zo bet anvet diwar o lerc'h. Met marteze eo se ar pezh a glasker ober? Neuze ober evit an holl, keit m'emaomp ganti! Merc'her an deiz, Mercurius (Merkurius a vije re vrezhonek) an doue, Mercury (pe Merkur) ar blanedenn. Bianchi-Bihan 16 Gen 2007 da 06:25 (UTC)[respont]

Nix ha Nyx

[kemmañ ar vammenn]

Kantadoù, miliadoù a anvioù a zo en oabl, ha muioc'h-mui a vo, eus a bep seurt yezhoù orin (Quaoar a teu eus an Tongvaeg, ur yezh amerindian), ha poellek eo klask ur brezhonekadur eus an holl ? peadra da lakaat mesk e spered an deskourien, sur eo. Ha penaos e vo graet evit an asteroidenn "Nyx" hag evit al loarenn "Nix" ? Skrivañ anezho o-div "Niks" ? Ha brezhonekaet e vo ivez an holl loarennoù a zo kalz pouezusoc'h eget Ceres (a zo ur skrivadur latin), darn anezho tennet eus oberennoù Shakespeare da skouer ?Iskomandant Marc'heg 16 Gen 2007 da 20:57 (UTC)[respont]

Diwar-benn un afer all, an departamantoù gall, em eus lavaret dija ne c'hallemp ket brezhonekaat pep tra. Ar gudenn vras eo gouzout pelec'h emañ ar vevenn: er strolladoù politikel gall, en departamantoù gall, en doueed roman, er steredennoù.
Kudennoù damheñvel zo e yezhoù all: er yezhoù slavek skrivet gant lizherennoù latin ne welan "x" ebet. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 13:47 (UTC)[respont]

Ceres a skrive ar Romaned peurvuiañ, met e veze distaget Keres ganto. A hend-all, e skrivent k ivez (Caesar ha Kaesar) pa oa aesoc'h evit an engravadur. N'eus ket anv eus brezhonekaat pep a loarennoù, met eus anvioù an doueed anavezet a-gozh ha dastum boazioù ar skrivagnerien. --Ch. Rogel 17 Gen 2007 da 23:20 (UTC) Pa vez lavaret Yaou ha Yaou (doue ha planedenn), ne welan ket petra a vir ouzh ober gant Keres ha Keres. Bianchi-Bihan 18 Gen 2007 da 09:19 (UTC)[respont]

"Kudennoù damheñvel zo e yezhoù all: er yezhoù slavek skrivet gant lizherennoù latin ne welan "x" ebet." Moarvat n’emañ ket ar memes lunedoù ganin ha gant BB : [2], [3], [4], [5], [6]. N’eus nemet amañ e kavan ur « ks », met er skrid eo skrivet Nix [7].Iskomandant Marc'heg 18 Gen 2007 da 16:39 (UTC)[respont]

Gant ar memes lunedoù e c'haller sellout ouzh pennadoù disheñvel: lakaomp Iksion: bs:Iksion ca:Ixió cs:Ixión de:Ixion (Mythologie) el:Ιξίων en:Ixion es:Ixión fr:Ixion hr:Iksion it:Issione (mitologia) ja:イクシオン [[lt:Iksionas]] nl:Ixion (mythologie) pl:Iksjon ru:Иксион (мифология) sl:Iksion sv:Ixion

Nyx ha Nix (adarre)

[kemmañ ar vammenn]

Fentus eo istor Nyx ha Nix. Nyx eo an Noz. Nix ur fazi, reizhet o kemm an "y" da "i" (tud sirius e vez ar skiantourien a-wechoù). Hervez am eus lennet. Gallout a rafemp ober gant Noz ha Niks. Ma n'eo ket re aes.Bianchi-Bihan 19 Gen 2007 da 00:28 (UTC)[respont]


Dre ma seblante kloz an divizoù em eus heuilhet ar muiañ niver hag adanvet ar bajenn. Ouzhpenn-se e lak da genglotañ anv ar blanedenn gant hini an doueez Keres. Benoni 30 Gen 2007 da 13:18 (UTC)[respont]