Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kelc'h Debeauvais

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak "gant Frañsez Favereau"? Piv e oa ar gelennerien? n'eo ket eñ e oa pa oa eno o teskiñ, evel Pierrette Kermoal, Yeun Gourvez, e-touez meur a hini. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gen 2022 da 11:28 (UTC)[respont]

Frañsez Favereau, ganet e 1948, ne oa nemet 17 vloaz pa oa bet krouet Kelc'h Debauvais. Sklaer eo e oa skoliad eno. --Llydawr (kaozeal) 25 Gen 2022 da 11:59 (UTC)[respont]
17 vloaz, pezh n'en doa ket miret outañ a brezegenniñ d'an 8 Kerzu 1968, a-gevret gant Youenn Olier, da-geñver un devezh-studi e galleg aozet gant Kelc'h Debauvais e Roazhon. Ur sterniad e oa evit doare. Ur sterniad ugent vloaz. 1968 - 1948 = 20 (Danevellou obererezh, Emsav niv. 25, Genver 1969, p. 12) 176.164.227.44 25 Gen 2022 da 13:07 (UTC)[respont]

Debeauvais/Debauvais

[kemmañ ar vammenn]

Kelc'h Debauvais an hini eo, ha n'eo ket Debeauvais. 176.164.227.44 25 Gen 2022 da 13:07 (UTC)[respont]

Re wir. *Debeauvais en titl hag el linenn gentañ (gant dave d'ur vi-koukoug), ha Debauvais seizh gwech er pennad ; dav eo reizhañ *Debeauvais → Debauvais. 2A01:CB08:890E:C600:B4C7:D1AB:9538:D17D 14 Mae 2022 da 10:15 (UTC)[respont]
Da gentañ, evit cheñch titl ur pennad e ranker adenvel ar pennad, ha n’eo ket adkrouiñ anezhañ gant an titl nevez. Da eil, pa glemmit goude bezañ chomet teir sizhun hep respont er bajenn ma oa goulennet ali ar gumuniezh, klaskit unan bennak all evit selaou. Huñvreüs (kaozeal) 14 Mae 2022 da 10:41 (UTC)[respont]
Gwir eo eo Debauvais a vez implijet ar stankañ. Hag aesoc'h e vefe dezhe ha deomp moarvat ma vefe enrollet an implijerien dizanv. Da skouer e vije moaien dezhe kemm an titl o-unan. Bremañ zo bet lakaet sklabez e ranker diverkañ an eil pajenn (Kelc'h Debauvais) da adenvel homañ hag e ranker goulenn sikour ur merour en deus traoù all d'ober evel pep hini--Kadwalan (kaozeal) 14 Mae 2022 da 11:01 (UTC)[respont]

Biskoazh n'eus bet eus "Kelc'h Debeauvais". 176.164.219.43 16 Mae 2022 da 08:57 (UTC)[respont]

N'eo ket gwir. Skouerioù zo en Tribann (s.o. ar pennad) hag e-barzh Al Liamm met nebeut-kenañ. Abalamour da stumm boas anv an Debauvaised moarvat, evel ma c'haller er c'hompren o lenn ar pennad Fransez Debauvais .--Kadwalan (kaozeal) 16 Mae 2022 da 11:22 (UTC)[respont]
S. o. Kelc'h Debauvais.--2A01:CB08:8BB7:F100:DB2:2FF7:1BF8:58CA 16 Mae 2022 da 09:38 (UTC)[respont]

Ma fell deoc’h mont war-raok e c’hellit ober ur goulenn adenvel, gant ar spi e responto muioc’h a dud ar wech-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 14 Mae 2022 da 20:52 (UTC)[respont]

Met ur goulenn zo un tu bennak dija, gwelet 'p eus an arguzennoù amañ ha seblantout a ra n'eus ket da dortañ pa vez graet gant ar stumm-se er c'hazetennoù (Emsav, AL Liamm). --Kadwalan (kaozeal) 14 Mae 2022 da 20:55 (UTC)[respont]

Adkas da ziverkañ.

[kemmañ ar vammenn]

"Kelc'h Debauvais" eo an anv bet dibabet gant an aozadur-se, ha n'eo ket "Kelc'h Debeauvais". Perak n'it ket da grouiñ un adkas Moulladurioù Hor Yezh, pe c'hoazh Skoazell Breizh, kement hag ober ? 176.167.141.242 16 Mae 2022 da 12:24 (UTC)[respont]

Kemer perzh e pajennoù kaozeadennoù ar gumuniezh

[kemmañ ar vammenn]
Hag aesoc’h e vefe deomp ma kemerfe an IPoù perzh e kaozeadennoù ar gumuniezh, pezh n’eo ket difennet e seurt ebet, e lec’h chom hep reiñ o ali ha klemmañ da c’houde. Anat eo e heuliont ar c’hemmoù diwezhañ, diskwelet eo pajenn ar goulennoù kendeuziñ istorioù en o zouesk evel m’eo diskwelet ar bajenn-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 14 Mae 2022 da 13:08 (UTC)[respont]
Hag abalamour da betra, d'ho soñj, ne gemer ket perzh an IPoù ken e kaozeadennoù ar gumuniezh ?--2A01:CB08:8BB7:F100:48C:AE9B:7B68:91EE 14 Mae 2022 da 13:21 (UTC)[respont]
Peogwir e kavont plijusoc’h gortoz ha lezel kemenadennoù goude m’eo bet graet war-dro ar goulenn, emichañs. Digor eo ar bajenn-mañ bremañ, digor e oa teir sizhun zo, morse n’eo bet prennet, met bremañ e roit ho soñj: ne welan displegadenn all ebet. Huñvreüs (kaozeal) 14 Mae 2022 da 13:35 (UTC)[respont]
Trawalc'h bremañ ! N'hor boa na lezet kemennadenn ebet na roet hor soñj e-keñver ar c'hraf-mañ : aes da wiriañ. Krog' 'ra da vezañ ouzhpenn skuizhus !--2A01:CB08:8BB7:F100:48C:AE9B:7B68:91EE 14 Mae 2022 da 13:41 (UTC)[respont]
Gwir eo, n’eo ket ho soñj-c’hwi met hini an IP all a-is. Chom a ra ma ali evel m’emañ. Huñvreüs (kaozeal) 14 Mae 2022 da 13:46 (UTC)[respont]
Neuze, paouezit da lakaat an holl IPoù en hevelep sac'h, mar plij ganeoc'h.--2A01:CB08:8BB7:F100:48C:AE9B:7B68:91EE 14 Mae 2022 da 13:51 (UTC)[respont]

Gwir a lavarez Hunvreus pa lavarez e vefe aesoc'h ma rofe an holl o soñj, pe kalz implijerien d'an nebeutañ, diwar-benn ar c'hudennoù a sav. Divizoù primoc'h a c'hallfe bezañ kemeret. Ral eo peurliesañ avat. Hag an IP 2A01 pe re all n'int ket e kaoz o-unan da'm soñj. Deomp holl eo da deurel evezh. Evidon-me ne'm boa ket merzet ar gudenn-se a-raok hiziv. Ha koulskoude e oan bet war arbajenn-se dija a gav din. --Kadwalan (kaozeal) 14 Mae 2022 da 14:20 (UTC)[respont]

Lennit mat : ur bern tud, aet kuit un nebeud bloavezhioù pe mizioù 'zo, a zistrofe da genlabourat mar befent sur na vije ket graet al lu ganto adarre.--2A01:CB08:8BB7:F100:48C:AE9B:7B68:91EE 14 Mae 2022 da 14:30 (UTC)[respont]
Gallout a rafes sevel ur gont nevez, a gav din, keit ha ma ne implijez ket anezhañ a-enep reolennoù Wikipedia. Kadwalan (kaozeal) 14 Mae 2022 da 16:09 (UTC)[respont]
Salud,
  1. Ne gomprenomp ket mat : graet ganeomp traoù a-enep reolennoù Wikipedia betek-henn ?
  2. Pa lennomp ar c'haozioù amañ a-is ne roont ket c'hoant e mod ebet.
Mersi deoc'h memes tra.--2A01:CB08:8BB7:F100:1535:A666:1040:4210 14 Mae 2022 da 16:21 (UTC)[respont]
Ne'm eus ket lâret an dra-se. Un diviz dre vras eo, anat. Ne oa ket un tamall. Kadwalan (kaozeal) 14 Mae 2022 da 16:39 (UTC)[respont]
Ne welan ket perak ne vefe ket lakaet lod IPoù er memes sac'h pa vezont gwelet o'n em sikour an eil egile, ha pa c'hoariont gant o IPoù evel bugale (re gwechall) o c'hoari mouchig-dall : "n'eo ket me , n'eo ket me". Pa fello dezho bezañ digejet an eil diouzh egile e lakint o anv evel implijerien. Nann n'eo ket ur redi lakaat e anv; nann n'eo ket ur redi koll amzer o klask o digejañ : pal ar wiki n'eo ket c'hoari, evel a reont, met sevel pennadoù, komz eus pennadoù, ha n'eo ket koll amzer o komz eus o IPoù. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 14 Mae 2022 da 14:33 (UTC)[respont]


Moaien e vefe doujañ d'an pennadoù zo bet savet evit ar gaozeadenn ha pas skrivañ e pep lec'h gant titloù diezhomm ? --Kadwalan (kaozeal) 16 Mae 2022 da 09:43 (UTC)[respont]