Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Gwrac'h

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pajenn doubl

[kemmañ ar vammenn]

An hevelep pennad a zo amañ: https://br.wikipedia.org/wiki/Gwrac%27h Posubl eo dilemel ar bajenn-mañ. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 13:18 (UTC)

Ganit eo bet adkaset an danvez a oa dindan an titl "Gwrac'h (hud)" dindan an titl "Gwrac'h". Perak ? Ne oa ket mat dit an titl kentañ ? --Llydawr (kaozeal) 8 Eost 2022 da 15:50 (UTC)
Peogwir em eus klevet ar ger-se evit talvezout an hevelep tra atav: ur sorserez kozh. Evidon eo splann ez eo "sorserez" ster kentañ ar gêr (klevet e vez ar ger-se 'barzh ar c'hontadennoù alies mat). E kembraeg hag e kerneveureg e vez adkavet ur ster hudek gant an hevelep ger a-orin, neuze e seblante din ster pennañ ar ger. Ha splann a-walc'h evit chom hep resisaat eus peseurt ster emeur o komz. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 17:11 (UTC)
N'eo ket aze emañ an dalc'h. Savet ez eus bet hiziv ur bajenn gant Undenbennak (gwrac'h) gant danvez tennet rik eus ur bajenn all a oa en anv-se dija (dindan an titl gwrac'h (hud)). Ne gomprenan ket perak. Ar pennad gwrac'h an hini a vefe da ziverkañ rak arabat eo sevel pennadoù doubl.
Evit adenvel ur bajenn eo gwell komz eus an dra-se war pajenn ar gaozeadenn a-raok. Evit diverkañ ur bajenn e tleez sevel ar goulenn war Wikipedia:Pajennoù da nullañ hag e vo graet gant ar merour Kadwalan (kaozeal) 8 Eost 2022 da 17:41 (UTC)
Graet 'm boa evel-se peogwir ne c'halle ket adeñvel "Gwrac'h (Hud)" da "Gwrac'h", rak "Gwrac'h" a oa ur bajenn implijet dija hag a zo bet adañvet "Gwrac'h (disheñvalout)" ganin. Neuze em eus peget testenn ar pennad "Gwrac'h (Hud)" war "Gwrac'h" evit ma c'hallfed bout dilemet ar pennad kentañ goude.
Klasket 'm eus ober evel er wikioù arall: ur pennad gant ar ger e-unan en titl evit lakaat ar gomz war stêr kentañ ar ger. Ur pennad arall hag a ginnig an holl sterioù, ha skrivet "(disheñvalout)" en titl goude ar ger. Hag evit ar pennadoù arall e skriver an titl gant ar ger mui un dra etre kromelloù evit resisaat ster ger ar pennad. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 18:14 (UTC)
Arabat eo ober an dra-se. Evel em eus skrivet uheloc'h e c'hallez goulenn gant ur merour adenvel ur bajenn pe komz eus an dra-se war pajenn ar gaozeadenn ma n'out ket evit ober. Difennet eo troc'hañ endalc'had ur bajennad ha pegañ ar pennad e pajennoù all. Troc'hañ a ra istor ar bajenn. Peadra zo da vezañ skarzhet evit ur frapad. Kadwalan (kaozeal) 8 Eost 2022 da 18:30 (UTC)
Ma, kompren a ran. M'o vont d'adlakaat pep tra evel a-raok. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 18:49 (UTC)
Gallout a rit dilemel ar bajenn "Gwrac'h (disheñvalout)" bremañ. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 18:54 (UTC)
Pe dilemel ar bajenn "Gwrac"h" kentoc'h, hag adeñvel ar bajenn ""Gwrac"h (disheñvalout)" da "Gwrac'h". (evit mirout istor ar pennad) Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 19:15 (UTC)

Trugarez. N'eus kudenn ebet gant ar bajenn Gwrac'h (disheñvelout). Adsav an adkas torret mar plij ha gra ur goulenn adenvel evit gwrac'h (hud) e Wikipedia:Goulenn adenvel ma 'peus c'hoant. --Kadwalan (kaozeal) 8 Eost 2022 da 21:28 (UTC)

Mat, trugarez deoc'h. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 21:59 (UTC)
Graet @Undenbennak: Pa ne c’hellez ket ober un dra bennak evit abegoù teknikel, goulenn ouzh ar verourien hen ober mar plij, gallout a reont sikouriñ. Huñvreüs (kaozeal) 12 Eost 2022 da 12:18 (UTC)
En ober a rin ar wezh kentañ. Trugarez evit ar c'hemm. Undenbennak (kaozeal) 12 Eost 2022 da 19:42 (UTC)
Ha bremañ am eus adanvet ar bajenn-mañ, a oa chomet an anv kozh dezhi 😳. Huñvreüs (kaozeal) 12 Eost 2022 da 19:44 (UTC)

Marteze n'am eus ket graet ar pezh goulennet, a-benn ar fin. Diverket eo bet ar pennad doubl ha dalc'het an holl istorioù, met emaon oc'h en em c'houlenn hag-eñ am eus eskemmet an anvioù (gwrac'h ha gwrac'h (disheñvelout) e lec'h gwrac'h ha gwrac'h (hud)). Lezel a ran ac'hanoc'h lavarout din ar pezh a seblant mat deoc'h. Huñvreüs (kaozeal) 12 Eost 2022 da 20:07 (UTC)

An traoù a welan a zo mat din. Se 'oa ar pezh a felle din ober. Undenbennak (kaozeal) 12 Eost 2022 da 22:03 (UTC)
👍
@Llydawr ha Kadwalan: un tamm luziet eo an traoù amañ, roit ho soñj m’ho peus c’hoant. Huñvreüs (kaozeal) 13 Eost 2022 da 07:56 (UTC)

Goulenn ali saverien genta~n ar pennad ne oa ket tu d'ober? Bianchi-Bihanig (kaozeal) 13 Eost 2022 da 10:50 (UTC)

Sur a-walc’h, ma gwelez anezho e c’hellez kinnig dezho reiñ ho soñj. Huñvreüs (kaozeal) 13 Eost 2022 da 13:54 (UTC)