Kaozeal:Grammatica latino-celtica
Arroud ha netra all
[kemmañ ar vammenn]Evel m’emañ eo ar bajenn-mañ danvez evit ar Wikiarroud, met eno, evel amañ, e ranker menegiñ daveoù.
Ha lakaat ur rummad n’eus ket anezhañ n’eo ket rummata. Huñvreüs (kaozeal) 16 Gen 2024 da 11:15 (UTC)
- Niverus eo ar fazioù er wikipedia, ken niverus all eo an abegoù anezho. 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 16 Gen 2024 da 11:31 (UTC)
- Hag eilañ danvez ur pennad all, hep degas tra nevez ebet, zo unan eus an abegoù-mañ? Huñvreüs (kaozeal) 16 Gen 2024 da 12:22 (UTC)
Pennadoù zo db oberourien hag oberennoù, en holl yezhoù.
- Ya, ha danvez zo enno, ha n’eo ket div wech ar memes hini. Huñvreüs (kaozeal) 16 Gen 2024 da 13:10 (UTC)
Terribiles sunt Britones quando dicunt "Torr e benn"!, lavaret dre fent a-wechoù. Gwelet ha klevet em eus kentelioù ma veze c'hoarzhet gant se. Marteze ne oas ket eno. 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 16 Gen 2024 da 12:41 (UTC)
- Goude tost 20 vloaz n’em eus spi ebet e lenni Wikipedia:Menegit ho taveoù, neuze, evit ar wech diwezhañ: ne ra vern ha gouzout a ran tra pe dra, ha meneget eo daveoù eo ar goulenn nemeti.
- Ur pennad hep danvez, war-bouez ar pezh eilet eus ur pennad all, zo heñvel ouzh ur pennad goullo. Diverkañ a rin anezhañ ma n’eo ket gwellaet. Huñvreüs (kaozeal) 16 Gen 2024 da 13:10 (UTC)
- Ne respontin ket war ar memes ton ... Gwechall e oa kenlabourerien amañ ha tud par ... Hag e veze goulennet o ali ... ne ra vern n'eo ket brezhoneg, ar goulenn nemeti kennebeud all. 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 16 Gen 2024 da 16:37 (UTC)
- Gwechall e oa kenlabourerien amañ ha tud par ... Hag e veze goulennet o ali : plijout a rafe din gwelout ur skouer, ur wech en amzer dremenet m’az peus graet ar pezh goulennet ouzhit gant unan all pe gant ar gumuniezh, hep klemmañ, hep lakaat ar re all da enebourien ha te da c’houzañver, hep klask mont en-dro d’ar reolennoù gant margodennoù. E penn kentañ n’em boa ket kredet ar pezh lavaret diwar da benn, n’eus ket pell zo em eus aet da welout… Marteze e vije bet gwelloc’h din hen ober abretoc’h. Huñvreüs (kaozeal) 16 Gen 2024 da 17:26 (UTC)
- Kompren a ran gwelloc'h : sur mat en deus kontet dit an aotrou-se troioù Yoel ar C'horr, Sad Edgar, hag e zek anv all ? Sur on n'en deus ket komzet ouzh al labour graet nag eus e ziskladurioù brezel ouzhin. Ar ger harellerezh zo bet savet evit envel seurt labour. 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 16 Gen 2024 da 18:18 (UTC)
- Ar c'hontrol eo, evel em eus skrivet hag ez peus komprenet mat. Lavaret a oa bet traoù din ha ne oan ket evit krediñ, met aet on da welout ma-unan. Huñvreüs (kaozeal) 16 Gen 2024 da 18:42 (UTC)
- Kompren a ran gwelloc'h : sur mat en deus kontet dit an aotrou-se troioù Yoel ar C'horr, Sad Edgar, hag e zek anv all ? Sur on n'en deus ket komzet ouzh al labour graet nag eus e ziskladurioù brezel ouzhin. Ar ger harellerezh zo bet savet evit envel seurt labour. 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 16 Gen 2024 da 18:18 (UTC)
- Gwechall e oa kenlabourerien amañ ha tud par ... Hag e veze goulennet o ali : plijout a rafe din gwelout ur skouer, ur wech en amzer dremenet m’az peus graet ar pezh goulennet ouzhit gant unan all pe gant ar gumuniezh, hep klemmañ, hep lakaat ar re all da enebourien ha te da c’houzañver, hep klask mont en-dro d’ar reolennoù gant margodennoù. E penn kentañ n’em boa ket kredet ar pezh lavaret diwar da benn, n’eus ket pell zo em eus aet da welout… Marteze e vije bet gwelloc’h din hen ober abretoc’h. Huñvreüs (kaozeal) 16 Gen 2024 da 17:26 (UTC)
- Ne respontin ket war ar memes ton ... Gwechall e oa kenlabourerien amañ ha tud par ... Hag e veze goulennet o ali ... ne ra vern n'eo ket brezhoneg, ar goulenn nemeti kennebeud all. 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 16 Gen 2024 da 16:37 (UTC)
Torr e benn !
[kemmañ ar vammenn]« Brudet eo bet Alain Dumoulin goude ar frazenn-se, dispaket evel-hen : Quam terribilis sunt Britones quando dicunt TORR-E-BEN "Na spontus e vez ar Vretoned pa zistagont TORR E BENN", lavaret dre fent a-wechoù. » : n'eo ket gant A. Dumoulin ez eo bet brudet ; gwelit Yves Le Gallo, Le paysan bas-breton et le mythe au XVIIe siècle, Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, 1975, 82-4, p. 491. 92.184.118.180 16 Gen 2024 da 14:41 (UTC)
- Lenn mat : ne gomzan ket eus ar frazenn Torr e benn, met eus frazenn Dumoulin, a zo un tamm hiroc'h. 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 16 Gen 2024 da 16:39 (UTC)