Kaozeal:Geriadurouriezh ar brezhoneg
D'an nebeutañ e vank geriadur Guillaume Quiquer an Nomenclator, geriadur divyezhek Garnier ha geriadur ar brezhoneg a-vremañ gant F Favereau --Yann Ber Montreer 29 Kzu 2005 da 21:27 (UTC)
- Mankout a ra c'hoazh un toullad geriadurioù evel hini Taldir, da skouer, hag ivez ur pennad diwar-benn ar geriadur istorel. Goude e chomo da klokaat rann ar geriadurioù arbennik (sonerezh, korfadurezh, stlenneg, armerzh...). --Fulup 30 Kzu 2005 da 16:14 (UTC)
- Adlakaet em eus ar stumm hir evit anv Rostrenenn (Gregor Rostrenenn) rak ar stumm istorelañ ha reishañ eo. Ouzhpenn eo bet degemeret gant an ti-kêr bremañ evel stumm brezhonek ofisiel hag implijet e vez war bep niverenn eus kannadig an ti-kêr. Evel-se emañ ivez war ar gartenn-hent brezhonek embannet gant an Ofis. Adlakaet em eus ivez ar stumm nederlandeg a oa bet erlec'hiet outañ ar stumm izelvroeg, hep abeg da'm soñj, dreist-holl amañ pa'z eus anv a venegiñ ul levr zo skrivet warnañ nederlandeg war ar golo. Menegomp ivez e vez komzet an nederlandeg pelloc'h eget en Izelvroioù, e Belgia hag e Flandrez en hanternoz Bro-C'hall ivez. --Fulup 2 Gen 2006 da 17:39 (UTC)
Mat e vije lakaat niver pajennoù ar geriadurioù, pa c'haller.Bianchi-Bihan 1 Mez 2006 da 08:08 (UTC)
Geriadurioù ha binvioù
[kemmañ ar vammenn]Lenn a ran: E 1991, avat, gant Rhisiart Hincks (kembraeg) hag e 1996 gant Fulup Jakez (spagnoleg) ez eus deuet ur cheñchamant war an doare da sellet ouzh ar geriadurioù divyezhek brezhoneg-yezh estren.
- Gwir eo, ma ne oa ket a c'heriadurioù seurt-se a-raok. E peseurt bloavezh e oa deuet er-maez ar geriadurioù saozneg-brezhoneg hag alamaneg-brezhoneg gant Hor Yezh? Unan bennak a oaro.
Evit ar wech kentañ e teu ar brezhoneg da vezañ ur benveg evit deskiñ yezhoù all rak er geriadurioù-se e vez roet an displegadurioù e brezhoneg.
- En amzer SADED ne oa ket kentelioù e yezhoù all? Moarvat.
- Kentelioù saoznek gant FF a oa bet e penn kentañ Skol an Emsav er bloavezhioù 69-70. Neuze, ne oa ket "ar wech kentañ" d'ar brezhoneg da vezañ ur benveg evit se. Ha ne gomzan ket eus yezhadur kembraek Abeozen. Estroc'h evit geriadurioù zo binvioù. Setu.
Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 10:40 (UTC)
Un tamm istor
[kemmañ ar vammenn]- Raymond Delaporte, Elementary Breton-English Dictionary. Cork University Pesss, 1979. Advoulet e 1986 ha 1992.
- Raymond Delaporte, Elementary English- Breton Dictionary. Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
A-raok labour Hincks eta.
- Raymond Delaporte, Elementary Breton-English and English-Breton Dictionary. Mouladurioù Hor Yezh, 1995. An div levrenn unanet en ul levr.
A-raok labour Fulup Jakez eta.
Diwar-se e c'haller kemm ur frazenn ha n'eo ket diazezet war an istor gwirion. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 16:28 (UTC)
Digompren
[kemmañ ar vammenn]Ne gomprenan netra er frazenn: pa n'eus nemet ur c'hetpar etre daou ger noazh ha meneg ar reizh, met pa welan "noazh" ha "reizh"... e teu soñjoù iskis din diwar-benn petra e c'hall ar c'hetpar-se bezañ. Bianchi-Bihan 8 Ebr 2008 da 17:36 (UTC)
- daou ger noazh tal-ouzh-tal mui meneg o reizhoù a-wechoù zo ken souezhus all... Petra eo "ker" amañ ? --Llydawr 9 Ebr 2008 da 11:45 (UTC)
- dres: daou emaint, ha ken noazh an eil hag egile, evel e-barzh I Modi, marteze; Bianchi-Bihan 9 Ebr 2008 da 14:26 (UTC)
Reizh e-keñver ar yezhadur ez eo ha n'eo ket da vezañ kemmesket gant ar seks evel m'eo bet displeget mat gant Judith Butler ;-). Klask a rin adsevel arfrazenn --Ch. Rogel 8 Ebr 2008 da 22:32 (UTC)
- Ha petra eo "Yezhoù kalvezadel"? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Meu 2017 da 13:40 (UTC)
- Lenn ar pennad Yezh kalvezadel er wikipedia.--2.2.3.28 19 Meu 2017 da 15:08 (UTC)
- Trugarez : n'em boa ket taolet evezh. Lenn a rin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Meu 2017 da 16:37 (UTC)