Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Arvorig

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Sañset ya, ma 'm eus soñj mat eus va lennadennoù eo Arvorig anv ur vro (ur rannvro?) eus gwalarn Gallia ha kalz ledanoc'h eget Breizh eo (mont a ra betek Rouañ). Implijet eo bet an anv etre ar Iañ kantved a-raok hon mare betek ar VIvet kantved. Anv Breizh Vihan a zo deuet adalek ar VIvet kantved just a-walc'h, evit ober anv eus al lodenn eus Arvorig a zo bet aloubet gant ar Vretoned, ar peurrest o vezañ lakaet dindan anv Neustria. Tamm ha tamm eo bet roet an anv Arvorig evel ul lesanv da Vreizh, evel ma c'heller kaozeal eus Kaledonia evit Bro-Skos. Lekemok (kaozeal) 21 Kzu 2018 da 22:02 (UTC)[respont]