Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Araogenn eeun

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne gomprenan ket re vat ar frazenn:

"Er yezhoniezh, ha pa vez komzet eus yezhadur ar brezhoneg,"

Ha pa vez komzet eus yezhadur ar brezhoneg e c'hellfer bezañ implijet ur framm teorikel all disheñvel diouzh hini ar yezhoniezh evit displegañ e vont-en-dro? Ur skiant hollek eo ar yezhoniezh, ha tennañ a ra koulz da yezhadur ar brezhoneg ha da n'eus forzh peseurt yezh all.

Ar varksouriezh zo ur skiant ivez hervez ar re a gred enni. Evel arvarour e kavan ur gentel ez komzoù: ar skiant n'eo nemet an anv modern roet d'ur feiz gant he beleien. Bianchi-Bihan 24 Mae 2007 da 20:34 (UTC)[respont]
Nann 'vat, n'eus marksour ebet ac'h afe da lârete ec'h eo ar varskouriezh ur skiant. Eus pelec'h out aet da gerc'hat seurt traoù? Met ne vern hag-eñ eo ar varksouriezh pe c'hazh an alkimiezh ur skiant pe get hervezon pe hervez tud all - ur skiant eo hag e chom ar yezhoniezh, da lârete eo ur framm teorikel diazezet war dielfennadur ar gwirvoud oc'h implijout ostilhoù an objektivelañ ar gwellañ. Petra en deus kemendall da welet gant beleion na da feiz?

--Neal (Kaozeal) 25 Mae 2007 da 06:43 (UTC)[respont]

N'eo ket kemmañ ar frazenn an hini a rin, nemet klask sklaeraat an traoù un tammig a ran. Neal (Kaozeal) 24 Mae 2007 da 09:58 (UTC)[respont]

Perak lavarout ne gemmi ket, pa ri ar c'hontrol a-raok fin an deiz? Bianchi-Bihan 24 Mae 2007 da 20:34 (UTC)[respont]

Daoust hag un araogenn gevrennek eo digant? evel war-dro? Bianchi-Bihan 24 Mae 2007 da 14:04 (UTC)[respont]

lenn ar pennad diwar-benn an araogennoù kevrennek. n'eo ket an doare reizhskrivañ an hini a laka un araogenn da vezañ eeun pe kevrennek (da lâret eo hag-eñ e vez skrivet ur ger stag pe distag) met an dielfennadur morfologel. Diouzh un tu e c'heller dielfennañ "digant", "diwar" ha "dirak" evel araogennoù kevrennek enne ur vorfemenn stag hag a dalvez da rakger ("di-") mui ur vorfemenn distag ("gant", "war", "rak"), pe diouzh un tu all e c'hellfer arguzennoù int deuet da vezañ araogennoù eeun hervez o arc'wel kevreadurezhel er frazenn. Neal (Kaozeal) 24 Mae 2007 da 16:19 (UTC)[respont]
Pelec'h e kaver ar stumm "e c'hellfer"? Bianchi-Bihan 24 Mae 2007 da 20:34 (UTC)[respont]
Mat e vefe d'an dud lenn Brezel kemmañ a-raok kemmañ-digemmañ-adkemmañ pennadoù - ha ne vern gant piv int bet savet. Ma kroger da skrivañ traoù evel "morfem pe morfemenn gouez da dud zo" bewech ma na blij ket un termen bet implijet gant un implijet all hag hep ma vije bet ur c'hendiviz diwar-benn implij ar stumm-ma'r-stumm e pado gwall bell. Soñjit 'ta pegen brav e vefe kavout da lenn da skouer:
"Er yezhoniezh pe skiantoù al lavar gouez da dud 'zo, pe c'hoazh studioù ar yezh, e vez implijet an "termen", pe eeunoc'h ar "ger" araogenn eeun, pe araogenn diazez hervez yezhadur ar brezhoneg evit komz eus araogennoù enne pe enno hervez ar rannyezh ur vorfemenn hervez lod pe ur morfem gouez da dud all zo ha netra ken"
Ouzhpenn-se ne welan ket da belec'h e kas lakaat un termen e lec'h unan ha koll ul liamm diabarzh ouzhpenn. Kudenn ebet evit kemmeoù termenoù pe klask lakaat an dud d'ober gant stummoù reis, met ret eo kaozeal da gentañ e lec'h klask brezeliñ er pennadoù all.

--Neal (Kaozeal) 24 Mae 2007 da 18:57 (UTC)[respont]

Tud zo a ra gant ar ger "kaozeal", re all gant ar ger "brezeliñ" adalek ma kemmer ur vorfemennig en o lavar. N'eus gwir da gemm nemet pennadoù ar re all, ha n'int ket evit gouzañv e vije stoket ouzh o re. Hag int a gemmo hardizh betek o diverkañ pa savo c'hoant dezho, rak o gouiziegezh zo evel binvioù o zammig galloud: dreist-diraez da Yann gaezh. Evel se bezet graet eta.
Ma fell dit c'hoari da-unan e-barzh da dachenn yezhoniezhel-te, ne ran ket foueltre kaer: sav da reolennoù-te evit da bennadoù-te evel kustum. Met na deu ket d'ober skol d'ar re all war-lerc'h.
Ma kavez efedusoc'h ne rafen nemet goulennoù war gement ger, kemmadur pe me oar, e skuizhi buan o respont. Bianchi-Bihan 24 Mae 2007 da 20:34 (UTC)[respont]
a-du penn-da-benn eveit kaozeal hag evel am eus skrivet dija n'eus udenn ebet evidon kemmañ "morfemenn" > "morfem". Ha kinniget eo bet ganit hen ober en un tu bennak? Ha ma n'ec'h eus ket graet, penaos e c'hellfen kaozeal diwar-benn ar c'hemm-se pe get?

--Neal (Kaozeal) 25 Mae 2007 da 06:43 (UTC)[respont]