Morfem stag
Neuz
(Adkaset eus Morfemenn distag)
Ur morfem stag zo ur morfem na c'hell ket bezañ implijet er yezh e-unan hepmuiken ha rankout a ra bezañ implijet dre e stagañ ouzh ur morfem stag all pe ouzh ur wrizienn, d.s. ur c'henger.
E brezhoneg e kaver morfemoù stag boutin evel da skouer : "-idigezh", "-ded", "-erezh", ha "rak-" ha kement zo … hag ivez an dibennoù yezhadurel pa vez displeget ur verb (d.s. "kanomp"), merkoù al liester (d.s. "tadoù") hag ar stummoù benel (d.s. "sekretourez"), h.a.