Araogenn gevrennek
Er yezhoniezh, ha pa vez komzet eus yezhadur ar brezhoneg, e vez graet araogenn gevrennek (saoz.: compound preposition pe complex preposition) eus un araogenn a zo enni daou vorfem d'an nebeutañ.
Enebet eo vez an araogennoù kevrennek ouzh an araogennoù eeun, enne un elfenn nemeti, da skouer:
- Araogennoù eeun
- Araogennoù gevrennek
An araogennoù kevrennek a c'hell bezañ stag, distag pe c'hoazh liammet an eil morfem ouzh egile gant ur varrennig-stagañ hervez reolennoù reizhskrivañ pep yezh, en ur c'hoût e c'hell bezañ amsklaer-tre dielfennadur morfologel an araogennoù kevrennek peurstag hag a c'hellfent bezañ renket e-touez an araogennoù eeun ivez, da skouer:
Unan eus an daou vorfem, da lâret eo ar penn an araogenn gevrennek, a rank bezañ un araogenn eeun, keit ha ma c'hell dont an eil morfem eus rummadoù yezhadur all, da skouer e brezhoneg:
- Un anv-kadarn peurvuiañ, d.s.
- a-gichen, e-kichen, e-ti, eus-kichen, war-dro
- Ur verb a-wechoùigoù, d.s.
- da-gaout, war-gaout
- Un araogenn all a-wechoùigoù, d.s.
- da-vet, war-vetek