Araogennoù brezhonek
Neuz
An araogennoù brezhonek zo daou seurt anezho:
- an araogennoù eeun, skrivet en ur ger
- evel a, da, e, ouzh, war
- an araogennoù kevrennek, savet diwar araogennoù eeun ha
- heuliet gant un anv-kadarn peurvuiañ, evel a-gichen, e-kichen, e-ti, eus-kichen, ouzhpenn, war-dro
- heuliet gant daou anv-kadarn a-wechoùigoù evel e-tal-kichen
- heuliet gant ur verb a-wechoùigoù: da-gaout, war-gaout
- heuliet gant un araogenn all a-wechoùigoù: da-vet, war-vetek.
- heuliet gant un anv-kadarn peurvuiañ, evel a-gichen, e-kichen, e-ti, eus-kichen, ouzhpenn, war-dro
An araogennoù eeun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet int
- gant ur ger unsilabennek alies: a, da, e, eus, gant, ouzh, war
- darn o deus div silabenn: evel, evit, eget, nemet,
- darn o deus adstummoù: digant, diwar, diouzh,
- stummoù personel o deus: anezhañ, dezhañ, ennañ, outañ, warnañ
An araogennoù kevrennek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet int:
- gant un araogenn eeun hag un anv-kadarn: e-kreiz, war-dro, da-heul
- a-wechoù gant un araogenn eeun hag un anv-verb: da-gaout, war-gaout
- a-wechoù gant un araogenn eeun hag un araogenn all: war-vetek
Setu un nebeud skouerioù a-douez tremen ur c'hantad :
- diwar a: a-berzh, a-bouez, a-gouez, a-vesk, a-gichen, a-greiz
- diwar da: da-geñver, da-di, da-heul, da-gichen
- diwar diwar: diwar-benn, diwar-dro, diwar-goust, diwar-gaout
- diwar e: e-kichen, e-keñver, e-kreiz, e-mesk, e-touez, e-touesk
- diwar eus: eus-ti, eus-kichen, eus-kaout,
- diwar ouzh: ouzhpenn
- diwar war: war-dro, war-zigarez, war-zu (war-du), war-bouez
An troiennoù araogennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn d'an daou seurt-se e ranker ivez menegiñ an troioù araogennel niverus, a vez implijet div araogenn enne peurvuiañ, evel:
- diwar a:
- abalamour da,
- a-gevret gant, a oad gant
- diwar e:
- e-pign ouzh,
- an abeg da, e-sell da, en tu all da
- diwar gant: gant aon da.
A-zivout implij an araogennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tremen 300 araogenn zo e-brezhoneg, pell muioc'h eget e galleg (150 bennak a-hervez) pe e saozneg.
Ne vezont ket implijet holl gant an holl dud avat.
- Darn zo heñvelster:
- a-raok, a-barzh, kent
- e-kichen, e-tal, e-tal-kichen
- Darn zo bet dilezet (dimeus, ouzh-harz), evel a zo c'hoarvezet e yezhoù all evel-just.
- Darn zo marteze diezhomm: diwar/a-ziwar.
Fazioù en implij an araogennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus an traoù diaesañ a zo en ur yezh eo implij an araogennoù. Poan a vez gant tud zo implij reizh an troiennoù, ha dre levezon ar galleg e implijont alies araogennoù direizh:
- Goulenn un dra digant un den (ha n'eo ket "da" un den)
- Soñjal en un dra (ha n'eo ket "da" un dra)
- Bezañ bet e Kemper o welout un den (ha n'eo ket *da Gemper na *da welout).
- Tennañ da un den (a dalv kement ha bezañ hañval outañ), ha n'eo ket ouzh un den.
- Gwelout ar fazioù stankañ.