Kaozeadenn Wikipedia:Politikerezh Envel Departamantoù Frañs

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Stummoù bet lakaet e pleustr diwar ar c'henemglev betek-hen[kemmañ ar vammenn]

Dielloù[kemmañ ar vammenn]

Diellaouet eo bet istor ar gaozeadenn, disoc'h ar votadeg hag ar c'hinnigoù all amañ.

Stumm an anvioù[kemmañ ar vammenn]

Adkaset eo bet ar c'hinnigoù d'ar bajenn gaozeal.

Stummoù sklaer[kemmañ ar vammenn]

Graet Amañ e vez kavet listenn an departamantoù bet reizhet titl ar bennad o tennañ dezhe hervez ar politikerezh bet votet (renket hervez urzh al lizherenneg).

Gwelet e vez a c'hallje bezañ brezhoneg mat. Talvezout a ra kement ha 'wechoù ' vez gwel't, 'wechoù 'vez ket. Ha setu perak n'eo ket mat amañ. Klask ur wech all c'hoazh. 193.52.64.50 22 Du 2006 da 12:17 (UTC)


Merket e vez YA an departamantoù bet savet ur pennad a-ratozh o tennañ dezhe, en o zouez an departamntoù gante an hevelep anv evit perzhioù douaroniel all (d.s. menezioù, stêrioù, h.a.) bet digejet an heñvelsterioù ha savet ur pennad o tennañ d'an departamant war-eeun

Merket e vez NANN an departamantoù bet reizhet titl ar pennadoù o tennañ dezhe met hep ma vije bet savet ur pennad resis oc'h ober dave d'an departamant nemetken h.a. (da skouer stêrioù, menezioù) gante an hevelep anv. Peurliesañ e kas al liammoù da bennadoù digejañ ma ranko bezañ savet pennadoù resis a-ratozh-kaer evit an departamantoù o-unan penn. (Da skouer, al liamm Izera a gas d'ur pennad digejañ ha n'eus bet savet betek-hen pennad ebet o tennañ war-eeun d'an departamant disheñvel diouzh ur pennad all - bet krouet pe get - o tennañ d'ar stêr ganti ar memes anv).

Stummoù a rank bezañ sklaeraet[kemmañ ar vammenn]

Da ober/fall Amañ vez kavet listenn an departamantoù bet implijet stummoù da c'hortzo evit titloù ar bennad o tennañ dezhe (renket hervez urzh al lizherenneg) keit ha ne vo ket bet tizhet un emglev evit dont a-benn da diskoulmañ ar c'hudennoù a van c'hoazh diwar-benn stummoù resis an anvioù a ranko bezañ lakaet da bolitikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ:

  • YA Ain
    • Kinnigoù war ar stern: En/ Aen (< frankeg-provañseg: En). Ret e vefe studial an etimologiezh
  • YA Allier
    • Kinnigoù war ar stern: Aleir (< * okitaneg: Alèir)
  • YA Bouches-du-Rhône
    • Kinnigoù war ar stern: Aberoù-ar-Ron (?) (okitaneg: Bocas de Ròse / Bocas dau Ròse
  • NANN Calvados
    • Kinnigoù war ar stern: Kalvados / Kalvadoz (?)
  • YA Charant
  • YA Landes
    • Kinnigoù war ar stern: Lannoù (< gwaskoneg: Las Lanas)
  • YA Maine-et-Loire
    • Kinnigoù war ar stern: ?-ha-Liger
    • Aigrefeuille-sur-Maine a vez graet anezhi Kelenneg-ar-Mewan e brezhoneg. Met n'eo ket an hevelep stêr Maine... Met marteze e vez graet Mewan eus an div stêr Maine e brezhoneg (hini Vañde hag hini Añjers)??? Benoni 21 Du 2006 da 21:44 (UTC)
  • YA Manche
    • Kinnigoù war ar stern: Mañch ('?). Mor Breizh a vije dispar, koulskoude.Bianchi-Bihan 15 Du 2006 da 06:35 (UTC)
  • YA Meurthe-et-Moselle
  • YA Pas-de-Calais
    • Ne gavan ket mat lezel Pas-de-Calais p'eo an termen "ode" evit treiñ pas (sellit ouzh GBAH p. 978 : ode = kanol). E galleg hag e italianek e talvez pas ha passo evit ode menezioù ivez koulz ha tremen. Ode-Calais? Ch. Rogel 21 Du 2006 da 23:40 (UTC)
    • A-du on ganit. Kemmet e c'hello bezañ. Gortoz a rin un tammig memestra. --Neal 22 Du 2006 da 19:06 (UTC)
  • YA Puy-de-Dôme
    • Kinnigoù war ar stern:? (< okitaneg: lo Puèi de Doma / lo Puèi Domat). Brezhonekaat ar stumm okitanek pe lakaat ar stumm okitaneg evel m'emañ pe c'hoazh treiñ diwar an okitaneg?
  • YA Seine-Maritime
    • Kinnigoù war ar stern: Saena-an-Arvor A-du gant ar furm-mañ Benoni 21 Du 2006 da 21:44 (UTC)
    • Kinnigoù war ar stern: Viena (< poitevineg-saintoñjeg: Viéne; okitaneg: Vinhana pe Viena)
  • YA Haute-Vienne
    • Kinnigoù war ar stern: Viena-Uhel
  • YA Territoire de Belfort
    • Kinnigoù war ar stern: Takad Befert (< alamaneg: Bef(f)ert)

KAOZEADENN NEVEZ DIWAR-BENN AR POLITIKEREZH ADWELET[kemmañ ar vammenn]

Evezhiadennoù diwar-benn ar politikerezh kozh[kemmañ ar vammenn]

  • Stummoù brezhonek:
    • evit Breizh,
A-du, met mat e vije menegiñ eus peseurt stummoù emaomp o komz, rak meur a anv a c'hall bezañ, pe meur a stumm, hag adkas adalek an anvioù ofisiel gallek.82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)
    • pa 'zo un hengoun e brezhoneg (Vañde, Korsika, h.a.),
Ret eo ober ul listenn eus an anvioù-se, ha prouiñ ez eus un hengoun. Vande, e geriadur Roparz Hemon. 82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)
    • pa 'z eo anv an departamant graet gant perzhioù douaroniel e brezhoneg dija (Alpoù, Pireneoù, Liger, Garona, h.a.): a-ziwar-se e vo lakaet Tarn-ha-Garona, Alpoù-an-Arvor, Pireneoù-ar-Reter, h.a.
N'on ket a-du: anv ofisiel gallek. 82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)
  • Lakaet e yezh ar vro pa 'z eo disheñvel eus ar Galleg (gant ar reizhskrivañ e brezhoneg). Kinniget e vo neuze Lozera, Vaokluza, Krueza, h.a.
A-enep krenn. N'eus ket da ijinañ anvioù n'eus ket ezhomm anezho. Lezomp an anvioù ofisiel gallek war an departamantoù gall evel ma lezomp anvioù ofisiel alamanek war ar stadoù alaman, an anvioù saoznek war anvioù ofisiel ar broioù saoznek (West Virginia, ha n'eo ket Virjinia ar C'hornôg). Ijinadennoù evel Krueza zo da skarzhañ. 82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)
  • Laoskel e galleg evit peurrest an departamantoù (o lakaat an distagadur fonetikel: n'eo ket sañset an holl brezhonegerien gouzout galleg): Val d'Oise, Pas-de-Calais, h.a.
N'eo ket ret gouzout portugaleg ha skrivet eo anvioù Portugal en portugaleg en holl wikioù, ha reizh eo skrivañ anvioù Bro-C'hall en galleg. 82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)
  • Bewech e vo ret lakaat e penn-kentañ ar pennad: ar stumm "ofisiel" brezhoneg dibabet ganeomp (gant an distagadur fonetikel e brezhoneg ma n'eo ket ar stumm-se skrivet e brezhoneg), ar stumm ofisiel e galleg, hag ar stumm e yezh ar vro ma 'z eo disheñvel eus ar galleg (e Okitaneg, Alsaseg, Euskareg, Kreoleg, h.a.)
N'hon eus ket da zibab ur stumm ofisiel brezhonek ma n'eus let anezhi.82.253.223.210 17 Her 2009 da 16:53 (UTC)

Kinnig[kemmañ ar vammenn]

Chom hep ober gant anvioù ha n'eus ket anezho. (n'eo ket sinet)

Ret e vefe sklaeraat. Neal (Kaozeal) 17 Her 2009 da 17:59 (UTC)