Wikipedia:Politikerezh Envel Departamantoù Frañs

Eus Wikipedia

POLITIKEREZH DA VEZAÑ ADWELET


Ur raktres eo ar bajenn-mañ. Talvezout a ra evit sevel ar c'hinnigoù nemetken. Implijit ar bajenn-gaozeal stag outi evit reiñ hoc'h ali diwar bep kinnig


Ar politikerezh-envel da vezañ adwelet[kemmañ ar vammenn]

Un diell hepken eo ar rann-mañ. Arabat eo deoc'h reiñ hoc'h ali diwar-benn ar politikerezh kozh-mañ, na dalvez nemet da zave. Roit ho soñj kentoc'h diwar-benn ar c'hinnigoù dindan.

Setu ar politikerezh bet lakaet e pleustr betek-henn : (evit goût hiroc'h, s.o. ar rann Stummoù bet lakaet e pleustr diwar ar c'henemglev betek-hen war ar bajenn-gaozeal stag ouzh homañ)

  • Stummoù brezhonek :
    • evit Breizh,
    • pa 'z eo anv an departamant graet gant perzhioù douaroniel e brezhoneg dija (Alpoù, Pireneoù, Liger, Garona, h.a.): a-ziwar-se e vo lakaet Tarn-ha-Garona, Alpoù-an-Arvor, Pireneoù-ar-Reter, h.a.
  • Lakaet e yezh ar vro pa 'z eo disheñvel diouzh ar galleg (gant ar reizhskrivañ e brezhoneg). Kinniget e vo neuze Lozera, Vaokluza, Kreuza, h.a.
  • Leuskel e galleg evit peurrest an departamantoù (o lakaat an distagadur fonetikel : n'eo ket sañset an holl vrezhonegerien gouzout galleg): Val d'Oise, Pas-de-Calais, h.a.
  • Bewech e vo ret lakaat e penn-kentañ ar pennad: ar stumm "ofisiel" brezhoneg dibabet ganeomp (gant an distagadur fonetikel e brezhoneg mar n'eo ket ar stumm-se skrivet e brezhoneg), ar stumm ofisiel e galleg, hag ar stumm e yezh ar vro ma 'z eo disheñvel diouzh ar galleg (en Okitaneg, Elzaseg, Euskareg, Kreoleg, h.a.)

Kinnigoù evit adwelet ar politikerezh[kemmañ ar vammenn]

Displegadenn[kemmañ ar vammenn]

Evit dirouestlañ ur gudenn o tennañ d'an doare da envel an departamantoù gall war ar Wikipedia-mañ e oa bet kaset da-benn ur gaozeadenn evit klask dont a-benn da dizhout ur c'henemglev ledan pe ledanoc'h. Hir e padas ar gaozeadenn met ne oa ket bet tu da gavout ur c'henemglev. Ur votadeg a oa bet aozet neuze, ha diwar disoc'h ar votadeg-se e oa bet savet ur politikerezh ofisiel. E gwirionez avat, abalamour ma oa bet savet ar politikerezh war disoc'h ur votadeg hep bezañ bet tizhet ur gwir genemglev, ne oa ket bet degemeret ar politikerezh-se da vat. Evit klask un diskoulm padus neuze eo bet kavet dereat digeriñ ur parantad-kaozeal evit adwelet ar politikerezh-se.

Ma'c'h eus ur c'hinnig da ober, grit amañ. Mar fell deoc'h reiñ hoc'h all, grit en isrann "Evezhiadennoù" a gavit da heul pep kinnig

Kinnig 1[kemmañ ar vammenn]

Kenderc'hel d'ober gant ar politkerezh evel m'emañ

Evezhiadennoù[kemmañ ar vammenn]

Gwell e vefe chom hep ober evit an abegoù a c'heller kavout en displegadenn a-us. Neal (Kaozeal) 17 Her 2009 da 18:10 (UTC)[respont]

Kinnig 2[kemmañ ar vammenn]

Ober gant ar stummoù ofisiel nemete atav, da lâret ar stummoù gallek.

Evezhiadennoù[kemmañ ar vammenn]

Kinnig 3[kemmañ ar vammenn]

Ober gant ar stummoù gallek ofisiel nemete atav, nemet evit Departamantoù Breizh, da vezañ implijet neuze ar stummoù brezhonek.

Evezhiadennoù[kemmañ ar vammenn]

Kinnig 4[kemmañ ar vammenn]

Ober gant ar stummoù lec'hel atav seul wezh ma vezent disheñvel diouzh ar gallek, da vezañ ar stumm ofisiel gallek neuze. Da lâret eo, stummoù euskarek, okitanek, alzasek, h.a. evit an Departamantoù ma vez komzet ar yezhoù-se.

Evezhiadennoù[kemmañ ar vammenn]

Kinnig 5[kemmañ ar vammenn]

Ober gant stummoù stummoù testeniekaet e brezhonek seul wezh mar bez anezhe. A-hendall implijout ar stummoù gallek ofisiel nemete.

Evezhiadennoù[kemmañ ar vammenn]

Kinnig 6[kemmañ ar vammenn]

Ober gant stummoù stummoù testeniekaet e brezhonek seul wezh mar bez anezhe. A-hendall implijout ar stummoù lec'hel (s.o. Kinnig 3) seul wezh ma bez anezhe, a-hendall ober gant ar stummoù gallek ofisiel.

Evezhiadennoù[kemmañ ar vammenn]

Ret e vefe sklaeraet pe daveoù a vez implijet evit testeniekaat stummoù brezhonek ha divout pe re a zo da vezañ degemeret ha perak. Neal (Kaozeal) 17 Her 2009 da 18:13 (UTC)[respont]