Kaozeadenn Wikipedia:Na c'hoariit ket ho peulke
Neuz
(Adkaset eus Kaozeadenn Wikipedia:Na vezit ket beulke)
Piv a c'hall displegañ din ster ar frazenn?
- Daoust ma ne c’hell den ebet tarzhañ er-maez ur beulke (peogwir ez afe an den-se da veulke ivez), n’eo ket brav an emzalc’h-mañ. Neuze, chomit hep bezañ ur beulke.
Trugarekaat.Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 08:39 (UTC)
- Lakaomp e ran anaoudegezh gant un den bennak nevez deuet er raktres hag e soñjan eo sot ar pezh lavaret, skrivet, graet gant an den-mañ. Ma glaskan skarzhañ (ha n’eo ket tarzhañ, ar pezh am eus skrivet dre fazi) an den-mañ diouzhtu er-maez eus ar raktres ez on beulke ivez. Gwelloc’h eo klask komz gantañ, klask kompren e emzalc’h. Met bezañ degemeret daoust d’un emzalc’h fall n’eo ket un abeg da vezañ beulke, kentoc’h un abeg da glask en em wellaat. Huñvreüs (kaozeal) 29 Meu 2022 da 09:15 (UTC)
- Enep emzalc'h tud evel Bianchi-Bihan (e bedigree aze) eo danvez an arnodskrid, setu emañ o klask distroadañ an arguzennoù en un doare pilpous, dre c'houlenn daveoù padal en devez re alies nac'het reiñ daveoù pa oant bet goulennet, evel aze, da skouer. 2A01:CB08:890E:C600:1C33:3628:40B2:96ED 29 Meu 2022 da 12:46 (UTC)
- Marteze n'eo ket d'un IP, hag a vez o klask lakaat dizurzh en ti, da lavarout d'an izili a labour amañ abaoe ouzhpenn dek vloaz penaos e rankfent labourat : https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Wikipedia:Na_vezit_ket_beulke. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 12:53 (UTC)
An emzalc’hioù zo pouezus, an dud n'int ket : n'eo ket posubl gwelout ur frazenn evel-se en ur wikipedia, a zo graet evit an dud, evit an holl dud. N'ouzon ket pe ster zo d'ar gerioù e penn an hini a skriv, met evit al lennerien eo e skriver, n'e'o ket evit an "ego". Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 12:57 (UTC)
- Klasket am eus sklaeraat. Din e talv ar frazenn-mañ: pa ra un den bennak un dra bennak, ne zlefer ket respont d’an den, met kentoc’h d’ar pezh a zo bet graet. Huñvreüs (kaozeal) 29 Meu 2022 da 13:32 (UTC)
- N'eo ket meuleudi zo d'ar pennad er yezhoù all... abalamour da seurt frazennoù moarvat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 14:01 (UTC)
Meskaj
[kemmañ ar vammenn]Kalz a veskaj a, gavan:
- *Na glaskit ket lakaat an dud da grediñ traoù faos. Na vezit ket beulke!
- Bezañ beulke zo krediñ n'eus forzh petra; lakaat an dud da grediñ traoù faos zo bezañ dizonest. Poutin n'eo ket beulke. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 14:08 (UTC)
- Marteze ez eus ur ger gwelloc’h evit treiñ jerk? Huñvreüs (kaozeal) 29 Meu 2022 da 14:13 (UTC)
- Ar skrid n'eo ket un droidigezh rik eus ar pennad saoznek er yezhoù all, met lod zo gwell eget an hini gallek bepred.
- Ar skrid zo un tammig n'eus forzh petra. Pell-pell-bras diouzh live ar pennadoù holloueziadurel a c'houlenner e wikipedia (hep kaozeal eus ar "goulennoù daveoù" . Dereatoc'h e vije evel "wikipedia:ali personel" Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2022 da 12:25 (UTC)
- N’eo ket ur pennad met un arnodskrid. Hemañ zo brudet, met gallout a ra pep hini kemm anezho hag aozañ re nevez. Huñvreüs (kaozeal) 10 Ebr 2022 da 20:38 (UTC)
- Ar skrid zo un tammig n'eus forzh petra. Pell-pell-bras diouzh live ar pennadoù holloueziadurel a c'houlenner e wikipedia (hep kaozeal eus ar "goulennoù daveoù" . Dereatoc'h e vije evel "wikipedia:ali personel" Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2022 da 12:25 (UTC)
- Ar skrid n'eo ket un droidigezh rik eus ar pennad saoznek er yezhoù all, met lod zo gwell eget an hini gallek bepred.
- Marteze ez eus ur ger gwelloc’h evit treiñ jerk? Huñvreüs (kaozeal) 29 Meu 2022 da 14:13 (UTC)