Wikipedia:Na c'hoariit ket ho peulke
« Na c'hoariit ket ho peulke! » zo ur reolenn-vuhez. Mar heuilhfe an holl ar c’huzul-mañ e vefe diezhomm an holl reolennoù all a-zivout an emzalc’h.
Diazez
[kemmañ ar vammenn]« Na c'hoariit ket ho peulke » a zo ur reolenn diazez e pep metoù. Eus ar reolenn-se e tegouezh meur a reolenn all.
An neb a gasfe ur beulke kuit hep klask komz gantañ na kompren anezhañ a vefe ken beulke all. Na vezit ket beulke' peogwir n’oc’h ket bet kaset kuit: ne dalv ket kement-se e vefe bet asantet d'hoc'h emzalc’h. Neuze, gwelloc'h chom hep bezañ ken beulke all.
Amañ ne gavoc’h termenadur ebet d'ar ger « beulke ». A-ratozh eo. Ma lavar tud a-walc’h, gant n’eus forzh pe c'herioù, ez oc’h ur beulke, moarvat eo gwir (Daveoù a vank).
M'emañ ar wirionez ganeoc’h e c’hellit bezañ ur beulke memestra. Gallout a ra ar wirionez bezañ gant ar veulkeed, met chom a reont beulkeed : ma lavaront un dra bennak talvoudus, ne selaou den ebet, rak den ebet n’en deus c’hoant da selaou ar veulkeed, ha pa vefe ar wirionez ganto.
Petra ober pa lavarer oc’h beulke?
[kemmañ ar vammenn]Ma'z eus bet lavaret gant unan bennak ez oc’h beulke, dreist-holl ma'z eo bet lavaret gant meur a zen eus ar memes kumuniezh, e vefe fur klask gouzout hag-eñ ne vefe ket ar wirionez ganto. Ma soñjit marteze oc’h bet beulke, klaskit gouzout pe emzalc’h a c’hell bezañ kaoz d'ar verzadenn-mañ. Klaskit cheñch hoc'h emzalc’h hag en em ginnig en un doare all. Klaskit ar gerioù groñsañ ho peus lavaret hag erlec’hiit anezho gant re flouroc’h.
Klaskit gouzout gant onestiz petra eo ho luskedoù. Hag evit gwellaat ar raktres emaoc'h amañ, pe evit kavout fazioù e gwirionez, lakaat ho menoioù da dalvezout, bezañ ar mestr war an dachenn ? Marteze e kavit plijadur zoken, e deun hoc'h askre, oc’h en em gannañ un tammig. N’oc’h ket un den fall evit se, met da skoilh e troit dirak kement den hag a glask a-zevri sevel un dra bennak dispar. Mont a ra an dud da zizon hag onglennet, kemm a c'hoarvez en aergelc'h, ha gouzañv a ra ar raktres a-bezh. Ha da reiñ pe da gemer eo ez oc’h deuet amañ ?
Kinnigit ho tigarezioù d’an dud ez oc’h bet ur beulke outo ma c’hellit. Ne vioc’h ket gwanoc'h a se, er c’hontrol : gwelet a vo ho c’hoant da genlabourat ha doujet e vo ho strivadennoù.
Petra ober gant ur beulke ?
[kemmañ ar vammenn]- Na lavarit ket d’un den all « arabat dit c'hoari da veulke », peotramant e vioc’h beulke ivez rak kement-se ne ray nemet hegañ ho kendivizer, ha ne daolo ket pled ouzh ar pezh a lavarit dezhañ.
- Na damallit ket diwar skañv.
- Respontit d’an emzalc’hioù, ha n’eo ket d’an dud. Lavarit petra a fell deoc’h, ha perak. Displegit pelec'h emañ an dalc’h, hervezoc’h, gant emzalc’h den pe zen.
- Ma ne gomprenit ket perak e ra tra pe dra, goulennit digantañ. Na glemmit ket a-raok bezañ sur eo didalvoud kenderc’hel da gomz. Klaskit kompren a-raok goulenn bezañ komprenet.
- Bezit gwirion, na savit ket ur goulenn pa ouzit ar respont dezhañ. Na lavarit ket e fell deoc’h kement-mañ pa fell deoc’h kement-se.
- Na glaskit ket lakaat an dud da grediñ traoù faos.
- Na vezit ket beulke!